Sualtam mac Róich eo tad marvel an haroz Cú Chulainn er Rúraíocht, e gwengelouriezh Iwerzhon. He mamm eo Deichtine, c'hoar Konc'hobar, tiern Ulaid. E vreur eo Fergus mac Róich.

Penn Súaltam o c'harmiñ. Skeudenn gant Stephen Reid, Myths and Legends of the Celtic Race, 1911

Hendadoù Cúchulainn a zo dispis. Hervez a gonter e voe desavet babig Lug gant Deichtine, mes ur c'hleñved a bakas ha mervel a reas. Deichtine a zeuas da vout dougerez ouzh Lug hag a c'houlennas ganti e envel Sétanta, hogen dimeziñ a reas gant Súaltam, hag e tiforc'has diouzh he bugel, hag ur bugel all a voe ganet ganti, anvet Sétanta hag adanvet Cú Chulainn diwezhatoc'h. Hervez un istor arall ez eas kuit Deichtine doc'h Emain Macha, betek ma voe gweladennet gant brientinien Ulaid. Lavaret a reas Lug dezho e oa dougerez e wreg. Ha pa c'hanas ar babig e welas tud Ulaid e oa Deichtine ar vamm. Sétanta e voe anvet ar bugel. Desavet e voe gant Súaltam ha Deichtine en o annez e Machaire Mhuirtheimhne (Muithemne Plain), e Kontelezh Lú.

Pa grogas an Táin Bó Cúailnge a-enep Ulaid seitek vloaz diwezhatoc'h e oa Cú Chulainn ha Súaltam o c'hedal ribloù Iraird Cuilenn e Mi. Ha pa oa Cúchulainn o tiskas argadoù an enebourien ez eas Súaltam da gas keloù da Gonc'hobar. Siwazh ne c'hallas ket tizhout Emain Macha a-raok meur a viz. Garmiñ a reas pa soñje e oa brezelourion o kouezhañ, gwragez o vout skrapet ha chatal preizhet. Pa zegouezhas Súaltam dirak Konc'hobar e tisplegas an degouezh mes an tiern ne selaouas ket, rak den ebet ne c'halle komz a-raok an tiern, nag an tiern a-raok an tri drouiz. Abalamour d'ar fazi-se e tleje bout lazhet hervez Konc'hobar hag e zrouized.

Pa oa Súaltam o redek kuit, e kouezhas war bevennoù lemm e skoed hag en em zibennas e-unan. E benn a gendalc'has da c'harmiñ e oa brezelourion o kouezhañ, gwragez o vout skrapet ha chatal preizhet. Neuze e voe lakaet war e skoed ha degaset en-dro da Gonc'hobar . Konc'hobar a zegemeras lavaroù Súaltam ha sevel a reas ul lu evit stourmiñ a-enep tud Connacht.

Daveoù

kemmañ