SQL

yezh programmiñ

SQL (Structured Query Language) a zo ur yezh programmiñ despizañ roadennoù (saozneg : DDL - Data Definition Language), un areg dazverañ (embreg) roadennoù (DML - Data Manipulation Language) hag ul lavar gwiriañ roadennoù (DCL - Data control Language) evit ar stlennvonoù daveaduriek.

Ijinet e oa bet an delvan (pe patrom) daveaduriek gant E.F. Codd a oa rener kreizenn imbourc'h IBM e San Jose e 1970. Da heul e oa bet ergrafet yezhoù :

  • IBM Sequel (Structured English Query Language) e 1977 ;
  • IBM Sequel/2 ;
  • IBM System/R ;
  • IBM DB2.

Al lavaroù-se eo o deus lakaet da vezañ ijinet ar skoueriegezh SQL skoueriekaet e 1986 gant an ANSI d'ober SQL/86 ha war-lerc'h e 1989 an handelv SQL/89. SQL 2 a vezer oc'h envel reolad SQL/92 deuet er-maez e 1992. SQL/99 an handelv (pe stumm) diwezhañ a zo deuet er-maez e 1999 dindan ar reolad ISO/IEC 9075X:1999. Hogen ne heuilh ket un darn eus embannerien meziantoù ar reolad a-bezh. E-gizh-se e vez kefloueret (~ emboudet) spesadelioù e-barzh ul lodenn eus aregoù SQL gant embannerien 'zo. Da skouer an areg SQL implijet gant Microsoft ACCESS a zo ennañ diforc'hioù e-keñver ar reolad ANSI.

Despizañ al lavar SQL

kemmañ
  • Ul lavar despizañ roadennoù eo SQL : eleze e ro an tu da grouiñ taolennoù roadennoù e-barzh ur stlennvon daveaduriek hag ouzhpenn daskemmañ pe dilemel anezhe.
  • Ul lavar dazverañ roadennoù eo SQL : eleze e kevaraez da ziuzañ, da ensoc'hañ, da zaskemmañ pe da zilemel roadennoù e-barzh taolennoù ur stlennvon.
  • Ul lavar gwareziñ haezerezh eo SQL : gallout a reer gant SQL savelañ aotreoù war ar roadennoù evit an arveriaded.

Stumm hag arc'hadoù SQL

kemmañ

Dindan stumm rekedoù eo e vez skrivet an areg SQL.

Gallout a reer kevanaat ar rekedoù SQL e-barzh goulevioù skrivet war-bouez aregoù arall evel da skouer C pe PHP pe kas rag-eeun rekedoù SQL d'ar RASV (Reizhiad Ardeiñ ar StlennVon).

  • An areg despizañ roadennoù :

Da zeraouiñ e c'heller diverrañ luniad an delvan daveaduriek en ur iskouniañ e urzhaz : rezoù ha bannoù e endalc'h an taolennoù, taolennoù e endalc'h ar selled pe goulun ergrafañ, selledoù ergrafañ e endalc'h ar rollad ha rolladoù e endalc'h ar stlennvon.

Gallout a reer krouiñ taolennoù gant an arc'had : CREATE TABLE

Da skouer, evit krouiñ un daolenn oc'h enderc'hel roadennoù a-zivout levrioù ul levraoueg :

CREATE TABLE LEVRIOU (
(doareennoù) (rizh roadennoù) (destrizhoù)
LEVR-ID INTEGER NOT NULL,
TITL-LEVR CHARACTERE (20) NOT NULL,
SKRIVAGNER CHARACTERE (20),
NV-PAJENNOU INTEGER,
AMPRESTET BOOLEAN );

Gallout a reer sellout ouzh taolennoù gant an arc'had CREATE VIEW. Evit daskemmañ un daolenn e reer gant ALTER TABLE, evit dilemel anezhi : DROP TABLE.

  • An areg daskemmañ roadennoù :

An arc'hadoù arveret a zo : SELECT, INSERT, UPDATE, DELETE.

Da skouer, evit gwereañ titloù ha niver a pajennoù levrioù bet skrivet gant X. Grall eus an doalenn LEVRIOU :

SELECT TITL-LEVR, NV-PAJENNOU
FROM LEVRIOU
WHERE SKRIVAGNER = X.Grall;

Ur reked eztennañ roadennoù eo. An hini eeunañ a zo : SELECT * FROM LEVRIOU evit eztennañ pep doareenn eus an daolenn LEVRIOU.

Ma hon eus c'hoant ouzhpennañ roadennoù nevez d'un daolenn (ur marilhadur) :

SELECT INTO LEVRIOU ([ID-LEVR, TITL-LEVR, SKRIVAGNER, NV-PAJENNOU, AMPRESTET)]
VALUES (3267, Ar Pembroke, J. Priel, 280, N);

Pe daskemmañ roadennoù, da skouer :

UPDATE LEVRIOU
SET NV-PAJENNOU = '253', TITL-LEVR = 'An teirgwern Pembroke'
WHERE ID-LEVR = '3267'

Liammoù diavaez

kemmañ