Sacher evezh

Ur sacher evezh a zo un den, ur strollad pe un ensavadur hag a ziskul ur c'heloù pe un obererezh dilezenn, direizh pe dañjerus evit ar gevredigezh. Sachañ a ra evezh ar re a-us e-barzh framm un embregerezh pe un amaezhiadurezh, pe c'hoazh ar gouarnamant, ar justis, ar mediaioù. E taras eo da dalañ ouzh gourdrouz pe dialgerzh an dud tamallet . Klask zo da vinellañ anezhañ.

Diemzamant eo ar sacher evezh. Fellout a ra dezhañ difenn un niver bras a dud pe ar gevredigezh dre-vras ouzh un dañjer a c'hall tennañ d'an armerzh, d'an endro, d'ar yec'hed, d'ar frankiz pe da gwirioù mab-den. Abegoù divezel en deus.

Ar re taolet ar bec'h warno a c'hall bezañ implijerien publik pe brevez, un embregerezh pe ur melestradurezh, an ensavadurioù politikel.

Gwarezet eo ar sacherien evezh gant lezennoù stadoù zo, en o zouez re ar Stadoù-Unanet, Kanada ha Unaniezh Europa.

Tro-lavarAozañ

Ar saoznegerien a ra gant ar ger whistleblowing, da lavaret eo "c'hwezañ en ur c'hwitell", ur benveg graet gantañ gant ar polis pe an dredeoged.

Sacherien evezh brudetAozañ

 
Ar sacher evezh stadunanat Edward Snowden

Sacherien evezh breizhatAozañ

Pennadoù karAozañ


NotennoùAozañ