Saguinus imperator

Saguinus imperator subgrisescens.


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Primates
Kerentiad : Cebidae
Genad : Saguinus
Anv skiantel
Saguinus imperator
(Goeldi, 1907)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Saguinus imperator[1] a zo ur spesad primated e-touez kerentiad ar Cebidae hag a zo o vevañ e Amerika ar Su. Aes eo da anavezout a-drugarez d'e vourroù bras ha gwenn.

Doareoù pennañ

kemmañ
 
Saguinus imperator imperator.

Ur pevarzroadeg-deiz an hini eo hag a vev er gwez. Etre 23 ha 25,5 cm eo hirder e gorf hag etre 39 ha 41,5 cm hini e lost, ha war-dro 450 grammad e bouez.

Bevañ a ra al loen diwar amprevaned ha frouezh kement ha diwar ar gom a ver diouzh rusk gwez 'zo.

Isspesadoù

kemmañ

Daou isspesad zo dezhañ : Saguinus imperator imperator ha Saguinus imperator subgrisescens.

 
  • ██ Tiriad Saguinus imperator.
  • Kavet e vez e mervent diazad an Amazon e reter Perou, en hanternozh Bolivia ha kornôg Brazil.

    Liamm diavaez

    kemmañ

     
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

    Notennoù ha daveennoù

    kemmañ
    1. N'en deus al loen anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.