Saint-Manvieu-Norrey
kumun Bro-C'hall
Kumunioù Bro-C'hall | |
---|---|
Anv | Saint-Manvieu-Norrey |
Skoed | |
Lec'hiadur Saint-Manvieu-Norrey e Kanton Tilly-sur-Seulles hag en Arondisamant Caen | |
Riez | Bro-C'hall |
Rannvro | Normandi |
Departamant | Calvados |
Bro hengounel | Bessin |
Arondisamant | Caen |
Etrekumuniezh | Communauté de communes entre Thue et Mue |
Kanton | Tilly-sur-Seulles |
Kod INSEE | 14610 |
Kod post | 14740 |
Maer | Patrice Colbert |
Amzer-gefridi | 2008-2014 |
Gorread | 8,28 km² |
Led | 49° 10' 53" Norzh |
Hed | 00° 30' 00" Kornôg |
Uhelder kreiz | 82 m |
Uhelder bihanañ | 59 m |
Uhelder brasañ | 91 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 1 715 (2008) |
Stankter | 207 a./km² |
Lec'hienn ar gumun | Saint-Manvieu-Norrey |
Saint-Manvieu-Norrey a zo ur gumun eus departamant Calvados e Bro-C'hall.
Istor
kemmañXXvet kantved
kemmañEil brezel-bed, miz Even 1944:
- d'ar 6 e kouezhas un nijerez Typhoon Mk. 1b eus ar Royal Canadian Air Force er vourc'h; lazhet e voe e nijour, douaret eo e Reviers[1],[2];
- dieubet e voe Saint-Manvieu da greisteiz d'an 26 gant ar 6th Battalion Royal Scots Fusiliers (44th Infantry Brigade Lowland, 15vet Rannlu Troadegiezh Skosat) eus ar Rouantelezh-Unanet goude emgannoù start ouzh an 12vet SS Panzer-Division Hitlerjugend[3];
- mervel a reas c'hwec'h den nann-soudard e Saint-Manvieu abalamour d'ar brezel e-pad Emgann Normandi, pevar anezhe a voe lazhet gant tennoù kanol, an daou all a voe lazhet gant an Alamaned[4].
1972: kendeuzet e voe kumunioù Norrey-en-Bessin ha Saint-Manvieu.
Monumantoù ha traoù heverk
kemmañ- Iliz katolik Saint Manvieu e Saint-Manvieu[5].
- Iliz katolik Notre-Dame des Labours e Norrey, XIvet kantved[6].
- Chapel Aotrounez Saint-Manvieu, XIIIvet-XVIIvet kantved e bered Saint-Manvieu[7].
- Maner La Mare, XVIIvet kantved.
- E kumun Cheux emañ bered ar C'hommonwealth Saint-Manvieu War Cemetery, daoust d'hec'h anv.
Douaroniezh
kemmañEmdroadur ar boblañs 1962-2008
kemmañNiver a annezidi