Salman Rushdie
Ahmed Salman Rushdie (सलमान रश्दी en hindi, سلمان رشدی en ourdoueg) (ganet d'an 19 a viz Mezheven 1947 e Mumbai) zp ur skrivagner saoznek genidik eus India. Dont a reas brud dezhañ gant e eil romant, Midnight's Children (1981), ha gantañ e c'hounezas ar Booker Prize.
Kavet e voe abeg en e bevare romant, The Satanic Verses (1988), gant muzulmaned eus an tu pellañ. Embannet e voe ur fatwa (kondaonidigezh) gant an Ayatollah Khomeini en Iran, o c'hervel ar "vuzulmiz vat" da lazhañ Salman Rushdie abalamour m'en dije kunujennet an islam en e levr, a-hervez. Ret e voe d'ar skrivagner mont kuit diouzh India ha bevañ damguzh en estrenvro. Abaoe un nebeud bloavezhioù en em ziskouez en-dro e lec'hioù foran avat.
Aet e oa da chom da Vro-Saoz pa oa 13 bloaz. Abaoe 2000 emañ o vevañ e New York.
D’an 12 a viz Eost 2022 eo bet goustilhet e-kerzh ur brezegenn e Chautauqua, Stad New York, ha kaset d’un ospital e Pennsylvania[1].
Romantoù skrivet gantañ
kemmañ- Grimus (1975)
- Midnight's Children (Bugale hanternoz) (1981)
- Shame (Mezh) (1983)
- The Satanic Verses (Ar gwerzadoù satanazet) (1988)
- The Moor's Last Sigh (Huanadenn diwezhañ ar Morian) (1995)
- The Ground Beneath Her Feet (An douar dindan he daoudroad) (1999)
- Fury (Fulor) (2001)
- Shalimar the Clown (Ar furlukin Shalimar) (2005)
- The Enchantress of Florence (Strobinellerez Firenze) (2008)
- Two Years Eight Months and Twenty-Eight Nights (Daou vloaz eizh miz hag eizh noz warn-ugent) (2015)
- The Golden House (an tiegezh Golden) (2017)
- Quichotte (2019)
Daveoù
kemmañ- ↑ (en) Salman Rushdie: Man arrested after author attacked on stage. BBC (Eost 2022).