Salon Kitty (film)
Salon Kitty zo ur film erotek ha drama eus 1976 sevenet gant Tinto Brass. Kenbroduet eo bet gant Italia, Bro-C'hall hag Alamagnar C'hornôg. Diazezet eo bet war ar romant gant ar memes anv gant Peter Norden, a gonte istor ha darvoudoù gwirion ar Saloñs Kitty. Ar Sicherheitsdienst en devoa aloubet ar Fouzhlec'h brudetañ eus Berlin evit ober anezhañ ul lec'h spiañ. Skarzhet e oa bet ar gisti ha lakaet en o flas spierezed gourdonet, lakaet e oa bet mikroioù ivez. Ar pal a oa evezhiañ pennoù uhel al lu, ar strollad Nazi hag an diplomated estren.
Sellet a reer ouzh ar film-se evel ur skouer eus ar filmoù nazisploitation.