Salzburg

kumun aostriat
(Adkaset eus Salzbourg)

Tennañ a ra ar pennad-mañ da gêr Salzburg, Aostria. Evit stad kevredet Salzburg, sellit ouzh: Salzburg (stad).

Kêr-benn Stad kevredet Salzburg (stad), Aostria eo Salzburg (alamaneg evit "kastell an holen"), lesanvet "Roma an Alpoù". Lec'hiet eo war ar vevenn etre Aostria ha Bavaria, Alamagn, war riblennoù ar stêr Salzach. Rannet eo kêr e 13 arondisamant, 145 000 annezad enni. Ganet eo bet Wolfgang Amadeus Mozart eno e 1756.

Salzburg
Skoed-Ardamez Salzbourg

Kreiz-kêr Salzburg
Riez  Aostria
Stad kevredet Salzburg
Kod post 8020
Kod pellgomz (43) 662
Maer
(Bürgermeister)
Heinz Schaden
(sokialour)

Gorread 65.678 km²
Hedred 13° 02' R
Ledred 47° 48' N
Uhelder 424 m
Poblañs
hep kontoù doubl
150 000 (2006)
210 000
(takad kêrel a-bezh)
Stankter 2 284/km²

Monumantoù heverk

kemmañ
  • Kastell-kreñv ar briñsed-arc'heskibien, brasañ kastell e-kreiz Europa (Festung Hohensalzburg)
  • Iliz-Veur Sant Rupert ha Sant Virgil (1628)
  • Penniliz sant Pêr (Stiftkirche Sankt Peter)
  • Kastell Mirabell (Kastell Mirabell)
  • Kastell ar Roue Leopold (Schloss Leopoldskron)
  • Kastell Aigen
  • Palez Lodron (1631)
  • Pferdeschwemme
  • Getreidegasse
  • Eskopti kozh (Residenz)

Korvoet eo bet ar mengleuzioù holen adalek Oadvezh kentañ ar Maen hag e-pad Oadvezh kentañ an Houarn pa oa mestr ar Gelted war ar vro. Nepell diouzh Salzburg ez eus bet kavet e kêriadenn Hallstat ur vered vras enni 2000 bez.
Colonia Hadriana e oa bet anvet kêr gant ar Romaned. Er Grennamzer uhelañ e tiazezas sant Rupert un abati evit al leaned hag e nizez, unan all evit al leanezed hag e tiorroas ur gêr en-dro dezho. Anvet eo bet diwar ar mengleuzioù holen a gaver tro-war-dro. Diouzh kenwerzh an holen e kreskas ar galloud lec'hel ken e voe lakaet ar gêr da arc'heskopti en 11vet kantved.

Gevelliñ

kemmañ

Ganedigezhioù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ