San Francisco (Be Sure to Wear Flowers in Your Hair)
San Francisco (Be Sure to Wear Flowers in Your Hair) a zo ur ganaouenn saoznek gant ar c'haner stadunanat Scott McKenzie, embannet e 1967 en albom The Voice Of Scott McKenzie hag en ur bladennig pevar zitl[1] hag unan daou ditl[2].
Savet e voe, ton ha son, gant John Phillips (1935-2001), hag eñ ezel eus ar strollad The Mamas & the Papas d'an ampoent. Produet e voe gantañ, a-gevret gant Lou Adler (1933-), evit ober bruderezh da Festival etrebroadel sonerezh pop Monterey a oa da vezañ dalc'het diwezhatoc'hik[3].
Berzh bras a reas diouzhtu hag e chomas renket da gentañ er Rouantelezh-Unanet e-pad peder sizhunvezh diouzh renk e miz Eost. Dont a reas da vezañ un doare himn e-touez izili al luskadoù enepsevenadur ar bloavezhioù tri-ugent (hippie, enebiñ ouzh brezel Viêt Nam ha Flower power peurgetket). Savet e voe un doare gallek kanet gant Johnny Hallyday zoken : Johnny Hallyday o kanañ San Francisco er skinwel e miz Here 1967.
He c'hlevout a c'haller ivez e-barzh Forrest Gump, navet film hir Robert Zemeckis.
Selaou ha lenn gerioù San Francisco (Be Sure to Wear Flowers in Your Hair)...
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ San Francisco (Be Sure To Wear Flowers In Your Hair), What's The Difference (Chapter II), Like An Old Time Movie ha No, No, No, No, No.
- ↑ San Francisco (Be Sure To Wear Flowers In Your Hair) ha What's The Difference.
- ↑ Monterey International Pop Music Festival, adalek ar 16 betek an 18 a viz Mezheven, e Monterey (Kalifornia).