Sapaodia
Sapaodia, pe Sapaudia en latin), e oa anv douaroù kreisteisañ ar broviñs roman Maxima Sequanorum, krouet evir ar pobloù burgond, da lavarout eo ar vro etre ar menez Jura hag an Alpoù. Klotañ a ra dre vras gant ar Suis gallek, bro al lenn Leman hag an Aar, kêrioù Genève, Nyon hag Avenches.
Eus an anv Sapaudia, « bro ar gwez-sapr », eo deuet an anv modern Savoia. Dont a ra Sapaudia eus ar ger galianek sapo : sapr hag ar ger germanek wald : koadeg. Sap-Wald pe Sap-Vaud hervez Samuel Guichenon, istorour eus ar XVIIvet kantved, aet goude da Sabaudia, Sabogla (meneget eo gant Ammien Marcellin er Res Gestaee dibenn ar IVe kantved) ha goude da Savogia.