Sarre (departamant)

Ar Sarre zo un departamant gall a voe savet en Alamagn e 1798. Dont a ra anv an departamant eus anv ar stêr Saar (e galleg Sarre), adstêr d'ar Roen.

Departamantoù gall en Alamagn, er c'hornôg d'ar Roen, e 1812.

Savidigezh

kemmañ

Savet e voe an departamant diwar ul lodenn eus Pfalz, kêrioù Trier (Trèves e galleg) ha Prüm.

A-raok aloubidigezh ar vro e 1794 gant ar C'hallaoued e oa meur a zek stad, an holl anezho e-barzh an Impalaeriezh Santel Roman. D'ar 5 a viz Gwengolo 1797 e voe embannet ur République cisrhénane, pa oa bet embannet ur Republik all e Mainz d'an 18 a viz Meurzh 1793, goulennet ganti bezañ staget ouzh Bro-C'hall kenkent hag an 21, ha staget a-benn an 30.

Rannet e voe ar vro d'ar 4 a viz Du 1797 gant an Direktoer e pevar departamant, ar Roer, ar Sarre, ar Rhin-et-Moselle hag ar Mont-Tonnerre, ha savet an aozadur anezho d'an 23 a viz Genver 1798 (arrêté du 4 pluviôse an VI). Ebarzhet e voe an departamantoù-se e Bro-C'hall d'an 9 a viz Meurzh 1801, ha padout a rejont ken na voe diskaret an Impalaeriezh C'hall Kentañ e 1814.

Gant Feur-emglev Pariz (1814) e voe adsavet an harzoù kozh, re 1792.

Un nebeud kantonioù eus ar Sarre a chomas gall avat, evel re Sarrebruck ha Sarrelouis. War-lerc'h faezhidigezh Napoleon e fin ar C'hant-Devezh, e voent staget ouzh Prusia gant eil Feur-emglev Pariz (1815).

Gant kañseller Prusia Karl August von Hardenberg e voe lidet war an ton bras perc'henniezh departamant ar Sarre d'an 20 a viz Du 1815.

Melestradur

kemmañ

Pennlec'h ar Sarre e oa Trier ha Birkenfeld, Prüm ha Sarrebrück e oa ar pennlec'hioù arondisamantoù.

Liammoù diavaez

kemmañ