Saar (stêr)
Ar stêr Saar (Sarre e galleg ) zo ur stêr a red e biz Bro-C'hall, e Loren hag Elzas, hag en Alamagn, e Saarland ha Rheinland-Pfalz, hag a zo adstêr d'ar Mosel (anezhi adstêr d'ar Roen) war he lez dehoù.
Emañ eien ar Saar er menezioù Vojoù, etre Elzas ha Loren. Div wazh-dour zo, e gwirionez, an eil anvet Sarre Rouge hag eben Sarre Blanche, a ya d'en em unaniñ e Lorquin, e-harz menez Donon, ur menez uhel en hanternoz ar Vojoù.
Redek a ra a-hed 246 km (126 km e Bro-C'hall ha 120 km en Alamagn) a-raok en em deurel er stêr Mosel e Konz (Rheinland-Pfalz).
Gwechall e oa pouezus ar Saar evit ijinerezhioù ar c'hornad : glaou, houarn ha dir. Danvezioù krai ha traezoù oberiet a veze kaset dre ar stêrioù (ar Mosel hag ar Roen), da skouer, betek ar Ruhrgebiet pe betek porzh Rotterdam.
Tremen a ra ar Saar dre veur a zepartamant gall, a stad eus Alamagn, ha sede darn eus ar c'hêrioù treuzet :
- Moselle (G): Abreschviller (Sarre Rouge), Lorquin, Sarrebourg, Fénétrange
- Bas-Rhin (G): Sarre-Union
- Moselle (D): Sarralbe, Sarreguemines
- Saarland (D): Saarbrücken, Saarlouis, Dillingen, Merzig
- Rheinland-Pfalz (D): Saarburg, Konz.
-
Eienenn ar Roten Saar.
-
Eienenn ar Weißen Saar.
-
Ar Saar e-kichen Wolfskirchen (Loren).
Traoù all
kemmañWar lez ar Saar emañ ar Völklinger Hütte, ul lec'h gwarezet gant an UNESCO.
E Mettlach e ra ar Saar ur gildroenn ledan anvet Saarschleife.