Saxo Grammaticus
Saxo Grammaticus (war-dro 1160 – goude 1208) a oa ur c'hloareg, un istorour hag ur skrivagner eus Danmark. Skrivañ a reas un istor e latin eus istor Danmark, anvet Gesta Danorum.
Ganet e oa en un tiegezh uhelidi en enez Sjælland. Goude e studioù e krogas da labourat e servij Abasalon, eskob Lund hag unan eus kuzulierien Valdemar Iañ Danmark. E-barzh c'hwezek levrenn ar Gesta Danorum e kont kurioù an Daned, adalek ar ragistor ha betek an XIIvet kantved, en ul latin eus ar reishañ. El levr-se e kaver e-leizh a draoù ivez diwar-benn istor broioù all Skandinavia hag istor ar broioù balt. Ennañ ivez emañ an istor a dalvezas da awenañ William Shakespeare pa savas e bezh-c'hoari Hamlet.