Scol ar maro mad pe levr Breuriez ar Maro mad
(Adkaset eus Scol ar maro mad)
Scol ar maro mad, pe levr breuriez ar maro mad tennet eus eul levr Gallec laket e Brezonec dre urs an Ao- trou'n Escop a Guemper gant G.M. R.P. Al. Lefebvre zo ul levr lakaet e brezhoneg gant Goulven Morvan, hag embannet e Kemper e 1865 e ti A. de Kerangal ; adembannet e voe e 1867.
Eskob Kemper a c'hourc'hemennas ma vije troet e brezhoneg al levr gallek La science de bien mourir : manuel de l'Association de la bonne mort[1] skrivet gant ar jezuist Alexis Lefebvre (1804-1882), skrivagner oberennoù relijiel[2].