Semper fidelis

ger-stur latin
(Adkaset eus Semper Fidelis)

Semper fidelis, zo un droienn latin a dalvez kement ha "leal da viken". Brudet eo evit bezañ ger-stur an United States Marine Corps. Alies ez eo berraet e Semper Fi. Implijet eo bet abaoe pell gant kêrioù (evel Sant-Maloù), familhoù, skolioù, hag unvezioù milourel.

Enrollet eo bet evit ar wech kentañ implij an droienn semper fidelis evel ger-stur e kêr Abbeville abaoe 1369. Implijet eo bet ivez gant kêrioù all : Sant-Maloù, Lviv, Exeter ha Calvi (Korsika). Implijet eo ivez gant familhoù dre Europa a-bezh abaoe ar XVIvet kantved, evit lod e vefe abaoe an XIIIvet kantved pe a-raok. E Bro-Saoz, Bro-C'hall hag Iwerzhon e adkaver implij ar ger-stur familh-se, da skouer ar familh Lynch, unan eus 14 Meuriad Galway, familhoù marc'hadourien c'halloudus eus Galway.

Ger-stur ar Marines

kemmañ

Semper Fidelis eo ger-stur pennañ an USMC, evel m'emañ displeget en disklêriadur :

 We make Marines. We win our nation's battles. We develop quality citizens. These are the promises the Marine Corps makes to our nation and to our Marines. They are the reason for our demanding recruit training process. They form our reputation as America's force in readiness and are honored through the reciprocal commitment, between the Marine and Marine Corps, expressed in our motto: SEMPER FIDELIS.
&nbsp"Sevel Marines a reomp. Gounez emgannoù hor bro a reomp. Diorren keodedourien a-zoare a reomp. Setu ar promesaoù a ra ar Marine Corps d'hor broad ha d'hor Marines. An abeg int da rankusted hor gourdoniñ enluidi nevez. Sevel a reont hor brud evel nerzh Amerika prest bepred ha sevenet int dre ar c'henemouestl etre ar Marine hag ar Marine Corps, a zo eztaolet en hor ger-stur : SEMPER FIDELIS."[1]

Skeudennoù

kemmañ

Liammoù diavez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. 18/11/2015 Lec'hienn Marines.com (en)