Serie gioviana
An Dastumad Paolo Giovio, pe ar Serie gioviana hervez an italianeg, zo un dastumad poltredoù, 484 en holl, dastumet gant an eskob hag istorour italian Paolo Giovio (1483–1552) hag a weler e trepasoù bras Mirdi an Ofisoù e Firenze.
Poltredoù tud a bep seurt int, re skrivagnerien, tud a stad hag a iliz, graet eus an dud en o bev evit un darn anezho. Soñj Giovio a oa mirout poltredoù eus tud illur en ur mirdi savet evit se war lez lenn Como.
Kollet eo an dastumad orin, met eiladurioù a voe graet evit Cosimo Iañ de' Medici hag ar re-se eo a vez gwelet en Uffizi Firenze.
Istor an dastumad
kemmañGiovio a grogas da zastum poltredoù war-dro 1512, pa guitaas e vroig ha kêr Como da ober e dreuz e Roma[1] Da gentañ ne oa nemet tud a bluenn, met goude e voe ivez tud a vrezel, rouaned ha pibien, arzourien ha maouedez zoken.[2]. En holl e kaver poltredoù tud eus amzerioù koshoc'h a-gevret gant re e an amzer.
Eillivadurioù
kemmañKroget e voe da eilañ an dastumad e 1552 pa c'houlennas Cosimo Iañ de' Medici digant al livour Cristofano dell'Altissimo eilañ poltredoù ar Galleria universale degli uomini a oa gant eskob Como, Paolo Giovio. Eno, en e balez war lez Lenn Como, e oa mirdi personel an eskob, leun a boltredoù. Fellout a rae da Giovio ober ur mirdi da zerc'hel koun resis eus tud a bouez, ha nemet poltredoù eus tud en o bev ne c'hoantae. Pa n'halle ket kaout avat e felle dezhañ lakaat ober poltredoù diwar pezhioù moneiz, delwennoù, pe poltredoù all. A-zevri e labouras, e skrivas da dud a-leizh, eus Europa pe Turki, da c'houlenn poltredoù. Hervez e lizhiri e varc'hatas, hag e prenas lod e-unan[3].
E-pad 37 vloaz e voe Cristofano dell'Altissimo oc'h eilañ ar poltredoù, adalek 1552 betek 1589. Diskouezet e vezont en Uffizi abaoe 1587[4].
Poltredoù
kemmañ-
Dante Alighieri (1265–1321)
-
Sultan Bayezid I (ca.1357–1403)
-
Giovanni di Bicci de' Medici (1360–1429)
-
Skanderbeg (1405–1468), haroz Albania.
-
Matteo Palmieri (1406–1475) lenneg
-
Alesant VI (1431–1503), ar pab a oa tad da Lucrezia ha Cesare Borgia.
-
Giovanni Pico della Mirandola (1463–1494), ar prederour
-
Giovanni dalle Bande Nere (1498–1526), condottiero
-
Alessandro de' Medici (1510–1537), dug Firenze
Notennoù
kemmañ
Levrlennadur
kemmañ- (it) L. Berti (a cura di), Gli Uffizi. Catalogo generale, Firenze, 1979.
E saozneg
kemmañ- Aleci, Linda Kinger. "Images of Identity: Italian Portrait Collections of the Fifteenth and Sixteenth Centuries." "The Image of the Individual: Portraits in the Renaissance" Eds. Nicholas Mann and Luke Syson. London: British Museum Press, 1998. 67–79.
- Campbell, Lorne. Renaissance Portraits: European Portrait-Painting in the 14th, 15th and 16th Centuries. New Haven: Yale University Press, 1990.
- Fossi, Gloria. Uffizi Gallery: Art, History, Collections. Firenze: Firenze Musei, 2001.
- Giovio, Paolo. An Italian Portrait Gallery. Translated by Florence Alden Gragg. Boston: Chapman & Grimes, 1935.
- Haskell, Francis. History and its Images: Art and the Interpretation of the Past. Yale University Press. 1995. ISBN 0300059493, ISBN 9780300059496
- Müntz, Eugène. "Le Musée de portraits de Paul Jove. Contributions pour servir à l’iconographie du moyen âge et de la renaissance," Mémoires de l'Institut nationale de France, Académie des inscriptions et belles-lettres, Vol. 36, no. 2, 1900. 249–343.
- Zimmermann, T. C. Price. Paolo Giovio: The Historian and the Crisis of Sixteenth-Century Italy. Princeton, NJ: Princeton University Press, 1995.