Seziz Bristol (1645)

Eil seziz Bristol e-kerzh Brezel diabarzh Bro-Saoz a oa padet etre an 23 a viz Eost hag an 10 a viz Gwengolo 1645. Ar roueelourien renet gant ar Priñs Rupert o devoa daskoret kêr Vristol o devoa paket digant ar barlamantourien d'ar 26 a viz Gouhere 1643. Kodianet he doa kêr gant Lord Fairfax, anezhañ penn lu ar barlamantourien, an New Model Army.

Disoc'h

kemmañ

Ar roue Charlez Iañ, a oa bet darbet dezhañ semplañ o klevet keloù kodianidigezh Bristol. Ur c'holl spontus ha trumm e oa evit ar roueelourien. Skarzhet en doa Rupert (e niz) eus e holl gargoù hag urzhiet dezhañ kuitaat Bro-Saoz. Kodianidigezh kêr Vristol a dalveze ne chome nemet kêr Chester evel porzh-mor evit liammañ ar roueelourien saoz ouzh re Iwerzhon.