Seziz Sevastopol (1854-1855)
- Ur bajenn disheñvelout Seziz Sebastopol zo ivez.
Seziz Sevastopol a vez graet eus ur sez hir a oa bet adal ar 17 a viz Here 1854 betek an 9 a viz Gwengolo 1855, e-pad Brezel Krimea.
Rann eus | Brezel Krimea |
---|---|
Stad | Rusia, Ukraina |
Lec'h | Sevastopol, Krimea |
Daveennoù douaroniel | 44°37′1″N 33°31′1″E |
Deiziad | 1854 |
Deiziad kregiñ | 17 Her 1854 |
Deiziad echuiñ | 9 Gwe 1855 |
Perzhiad | Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon, Eil Impalaeriezh c'hall, Impalaeriezh otoman, Impalaeriezh Rusia, Rouantelezh Sardigna |
Seziz Sevastopol (1854-1855) | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Brezel Krimea | |||||||
Plan ar sez | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Bro C'hall Rouantelezh Unanet | Impalaeriezh Rusia | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Jeneral François Canrobert betek ar 16 a viz Mae 1855 Jeneral Aimable Pélissier betek ar 16 a viz Mae 1855 | Amiral Vladimir Kornilov betek ar 17 a viz Here 1854 † Amiral Pavel Nakhimov betek ar 17 a viz Here 1854 | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Here 1854: 67,000 Gouhere 1855 hollad nerzhioù: 175 000, gant: Skoazelloù Eost: Savadeg Saoz-otoman: 22000 Lejion German: 9000 Lejion Suis:3000 Lejion polonat: 1500 Lejion italian: 2000 Lu da c'hortoz Gall e Konstatinopl: 30000 Lu da c'hortoz ar Rouantelezh Unanet e Malta: +15000 | Here 1854 gwarnizon: 36,600 Mae 1855 gwarnizon: 43 000 and 42 000 lu Krimea, gant 8 886 kanolerien-vor | ||||||
Kolloù | |||||||
Bro C'hall: 10240 lazhet er stourm, 20000 marvet dre gloazadennoù, 50000 marvet dre kleñvedoù Rouantelezh Unanet: 2755 lazhet er stourm, 2019 marvet dre gloazadennoù, 16323 marvet dre kleñvedoù | Hollad lazhet: 102000 marvet, gloazet, ha marvet dre ar c'hleñvedoù |
Ar re Kevredet (Bro-C'hall, Impalaeriezh otoman, ha Bro-Saoz) a oa douaret en Eupatoria d'ar 14 a viz Gwengolo 1854, ar soñj a oa ganto mont etrezek un hent aes betek tizhout Sevastopol, kêrbenn Krimea. Kement-se a vefe graet gant 50 000 soudard en holl. Ar 56-kilometr a oa etre an daou boent a voe graet e-koulz ur bloavezh stourm a-enep nerzhioù Rusia. Emgannoù bras a voe war an hent evel hini Alma (Gwengolo 1854), Balaklava (Here 1854), Inkerman (Du 1854), Tchernaya (Eost 1855), Redan (Gwengolo 1855), hag hini Sevastopol (Gwengolo 1855). E-pad ar sez hir e voe bombezet c'hwec'h gwech ar gêr gant morluioù ar re Kevredet d'ar 17 a viz Here 1854; d'an 9 a viz Ebrel, 6 a viz Even, 17 a viz Even, 17 a viz Eost, ha 5 a viz Gwengolo 1855.