Shack a zo ur strollad saoz savet e Liverpool e 1986 gant Mick Head (kan/gitar), e vreur John Head (gitar), Peter Wilkinson (gitar boud) ha Mick Hurst.


Istor kemmañ

A-raok sevel Shack e voe Michael ha John Head er strollad anvet The Pale Fountains er bloavezhioù 1980. Pa chomas The Pale Fountains a-sav e voe savet Shack buan a-walc’h gant ar vreudeur Head. O fladenn gentañ, Zilch he zitl, a zeuas er-maez e 1988, ha ne voe ket brudet tamm ebet. O eil albom, anvet Waterpistol, a voe enrollet e studio Star Street e Londrez e 1991. A-boan ma oa echu gant an enrollañ e tevas ar studio, lod brasañ enrolladennoù Waterpistol a voe kollet neuze. Ur skoueren nemetken eus an albom a chome, e stumm DAT, gant ar produour Chris Allison. D’ar mare-se e oa-eñ e Los Angeles, ha pa zeuas en-dro da Londrez e verzas en doa disoñjet an enrolladenn er c’harr en doa feurmet er Stadoù-Unanet. Adkavet e voe an enrolladenn goude un nebeud sizhunvezhioù. Met ne voe kavet ti-embann ebet da skignañ ar bladenn. Neuze e chomas Shack a-sav. Mont a reas Wilkinson da seniñ er strollad savet gant John Power (The La’s) hag anvet Cast. Ar vreudeur Head a sonas gant ar strollad amerikan Love e-pad un nebeud sonadegoù. Goude-se e savjont ur strollad all anvet The Strands. A-benn ar fin e voe embannet Waterpistol e 1995 gant an ti-embann alaman Marina. Berzh bras a reas e-touez ar vurutellerien. En NME e voe skrivet e oa Mick Head : "a lost genius and among the most gifted British songwriters of his generation". Ne voe ket gwerzhet mat ar bladenn avat. Goude-se e voe paket Mick Head gant an heroin. Ar vreudeur Head a adstrollas Shack e 1998. Ganto e sone Iain Templeton (tabouliner ar bladenn The Magical World of the Strands) ha Ren Parry (gitar boud). Embann a rejont HMS Fable e 1999. E-plas Perry e teuas Guy Rigby, hag eñ a sonas ar gitar boud war Here's Tom With the Weather (2003). Pa’z eas kuit e 2005 e voe erlec’hiet gant Wilkinson. E miz Mae 2006 e teuas er-maez ...The Corner of Miles and Gil, an titl a zo diazezet war anvioù harozed ar vreudeur Head : Miles Davis ha Gil Evans. E miz Here 2007 e teuas er-maez ur bladenn best of anvet Time Machine. Treiñ a reas Shack er Rouantelezh-Unanet e miz Here hag e miz Du. Ar sonadeg a rejont e Liverpool Academy d’ar 26 a viz Here a voe enrollet ha filmet, gant ar pal lakaat ur bladenn live hag un DVD da zont er-maez.


Pladennoù LP kemmañ

  • Zilch (miz Meurzh 1988)
  • Waterpistol (1995, adembannet e 1998)
  • HMS Fable (miz Even 1999)
  • Here's Tom With the Weather (miz Eost 2003)
  • ...The Corner of Miles & Gil (miz Mae 2006)


Pladennoù bihan (Single) kemmañ

  • Emergency (miz Meurzh 1998)
  • High Rise Low Life (miz Even 1998)
  • I Know You Well (miz Gouere 1990)
  • Al's Vacation (1991)
  • Comedy (miz Even 1999)
  • Natalie's Party (mis Eost 1999)
  • Oscar (miz Meurzh 2000)
  • Byrds Turn to Stone (miz Here 2003)


Liammoù diavaez kemmañ