Sinagogenn Naoned
Sinagogenn Naoned zo ur sinagogenn lec'hiet e kreiz kêr Naoned, e straed-dall Kopernik. Savet e oa bet e 1870.
Deiziad krouiñ | 1870 |
---|---|
Relijion | yuzevegezh |
Stad | Frañs |
E tiriad | Naoned |
Daveennoù douaroniel | 47°12′55″N 1°33′57″W |
Lec'hienn ofisiel | http://www.synagoguedenantes.sitew.fr/#Accueil.A |
Istor
kemmañEr Grennamzer e oa Naoned ar gêr eus Breizh ma oa ar muiañ a Yuzevien.
Krouet e oa bet koñsistor yuzev Naoned e 1834. Da neuze en em vode ar Yuzevien, evit o lidoù, en un ti hag a oa straed Montesquieu. Goude 1852 e veze graet al lidoù en un templ a oa straed Rosière d'Artois. Re vihan e oa hag e 1866 e oa bet ar Yuzevien o c'houlenn digant an ti-kêr arc'hant hag ul lec'h evit sevel ur sinagogenn. A-benn ar fin e voe aotreet sevel an ti e 1868. Gant an ti-kêr e voe roet 6 000 lur evit se. Prenet e voe un dachenn e 14 000 lur, gant arc'hant dastumet e-touez ar gumuniezh Yuzevien[1].
Digoret e voe ar sinagogenn ent-ofisiel d'an 21 a viz Mezheven 1870. Da neuze e oa 200 den e kumuniezh yuzev Naoned[1].
Notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 Claude Kahn et Jean Landais, Nantes et les Nantais sous le Second Empire, Ouest éditions & Université inter-âges de Nantes, 1992, pp. 90-92, (ISBN 2-908261-92-8).