Ska punk
Ar sonerezh ska punk zo sonerezh punk[1] kejet gant ska[2]
Peurvuiañ e vez mesket dre seniñ an diskan en doare punk hag ar peurrest en doare ska, pe ar c'hontrol. Strolladoù ska punk a son kanaouennoù a zo penn-da-benn gant al lusk ska, pe c'hoazh penn-da-benn gant al lusk punk.
Istor
kemmañMesket e voe evit ar wech kentañ ar ska hag ar punk e-pad al luskad Two-Tone e dibenn ar bloavezhioù 1970 gant strolladoù evel The Specials, The Selecter ha The Beat.
E penn kentañ ar bloavezhioù 1980 e krogas ar sonerezh-se da vezañ anavezet en Europa, dre ar strollad Madness, met er bloavezhioù 1990 hepken e krogas da vezañ brudet er Stadoù-Unanet dre Fishbone (krouet e 1979) ha, dreist-holl, Operation Ivy (1987).
Strolladoù
kemmañ- Against All Authority (Stadoù-Unanet)
- Citizen Fish (Rouantelezh-Unanet)
- Culture Shock (Rouantelezh Unanet)
- Distemper (Rusia)
- 8°6 Crew (Bro-C'hall)
- Fiskal Bazar (Breizh)
- Inner Terrestrials (Rouantelezh-Unanet)
- Leftöver Crack (Stadoù-Unanet)
- Les Betteraves (Bro-C'hall)
- Les Skalopes (Bro-C'hall)
- Rancid (Stadoù-Unanet)
- Skambomambo (Polonia)