Skignañ ha Brudañ
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Brudañ ha Skignañ a voe ur gevredigezh krouet er bloavezhioù '60 evit dasparzhañ titouroù diwar-benn Breizh. Adal ar bloavezhioù 2010 e bled gant ar c'heleier brezhonek war ar gwagennoù. E 2023 en deus bodet pemp skingomz brezhonek pe divyezhek brezhoneg-galleg dindan ar merk Radio Breizh, ul lec'hienn Internet, Radiobreizh.bzh, bouetet gant pep anezho.
Brudañ ha Skignañ, ajañs kehentiñ an Emsav en e vod kentañ
kemmañKrouet e voe ar c'hevarzhe Brudañ ha Skignañ e Roazhon e-barzh ostel prevez kontez a Rohan-Chabot[1], e-lec'h ma veze ur greizenn bolitikel ha sevenadurel breizhek. Eno e veze moullet dafaroù evit ar stourm emsavel. Deskrivet eo bet an disoc'hoù e-barzh Al Liamm, niv. 101, Du-Kerzu 1963 : Hag evit an daoulagad ? Enskrivadurioù brezhonek war dalbenn peder stal, war re ar C'helc'h Keltiek, ar C'helc'h Breton, ar Gevrenn. Levrioù brezhonek e peder stal da vihanañ. Traktoù ha skritelloù brezhonek pe zivyezhek da geñver Devezh ar Brezhoneg, beilhadegoù ar C'helc'h Sevenadurel, Pardon Sant Erwan, Oferenn ar Vrezhonegerien ha re all niverus a drugarez da « Brudañ ha skignañ ».
Brudañ ha Skignañ, servij dasparzhañ ar c'heleier evit ar skingomzoù brezhonek
kemmañEr bloavezhioù 2000 eo deuet Brudañ ha Skignañ kevread ar skingomzoù brezhonek evit sevel produadur efedus ha micherel ar c'heleier e brezhoneg. Ennañ eo bet bodet ar skingomzoù vrezhonek pe divyezhek e Breizh.
Div skingomz vrezhonek :
- Arvorig FM
- Radio Kerne ha Radio Naoned meret asamblez gant ur c'hevarzhe Radio Kerne Naoned
Div skingomz divyezhek brezhoneg-galleg :
Ur skingomz galleg-gallaoueg :
Darn-vuiañ obererezh Brudañ ha Skignañ a zo pourveziñ d'ar skingomzoù kevreet abadennoù kelaouiñ ha podkastoù kelaouiñ dindan ar merk Keleier ar Vro. E 2023 e veze gopret 5 kelaouenner
E-doug emvod-meur ar c'hevarzhe e Karaez (19 a viz Gwengolo 2020) en doe divizet sevel ur raktres evit skingasdre ar skingomz niverel douarel (RND) e Breizh. Ur c'henurzhier skridaozerezh (Erwan Blanchard) ha 4 kelaouenner e voe gopret er mare-se.
D'an 14 a viz Here 2023 eo bet dalc'het e Plañvour emvod-meur Brudañ ha Skignañ m'eo bet lakaet da brezidant, Alan Kloareg gantañ. Divizet ez eus bet ober gant ar merk Radio Breizh a vezo al label ma vez produet keleier brezhonek dre skingomz dindannañ.
Liamm diavaez
kemmañ- (br) (go) (fr) (en) Lec'hienn Radio Breizh
Levrlennadur
kemmañ- Les radios en langue bretonne veulent être au rendez-vous de la radio numérique terrestre. E-barzh Ouest-France, 20 Gwengolo 2020.
- Les radios en breton unies pour diffuser la langue. E-barzh Ouest-France, 14 Here 2003.
- Victoria Geffard, Ils veulent créer Radio Breizh, une nouvelle station indépendante 100 % en langue bretonne. E-barzh Ouest-France, 19 Kerzu 2023.
- Un emgav gant Anne-Sophie Brats. E-barzh Ya!, niv. 982,2 Ebrel 2024. Kenurzhierez velestradurel Brudañ ha Skignañ.
Lec'hienn RadioBreizh
kemmañPorched ar radioioù e yezhoù Breizh : https://radiobreizh.bzh. Drezañ e c'heller selaou ouzh ar skingomzoù kevreet ha sellout ouzh o frogramoù.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ 30 plasenn al Lisoù.