Ur sklentenn zo un daolennig evit skrivañ warni. Graet e vez gant un pezh tanav eus un danvez kalet ha plaen, e sklent peurliesañ pe en ur c'hevanaozad (ar merk Velleda da skouer). Sterniet e vez gant koad pe vezell.

Luca Pacioli oc'h ober gant ur sklentenn (fin ar XVvet k.)

En implij e oa ar sklentennoù kerkent hag ar Grennamzer. Dont a rejont war-lerc'h tablezennoù koar an Henamzer. Benveg kentañ ar skolidi e teujont da vezañ eus an XIXvet kantved betek kreiz an XXvet kantved evit ober poelladennoù skrivañ, jediñ ha tresañ, en amzer ma oa ker ar paper c'hoazh. Skolidi ar c'hentañ derez a ra ganto c'hoazh hiziv.

Gant un tamm kleiz e reer evit skrivañ warni, e gwenn an aliesañ, pe gant stiloioù feltr war ur sklentenn e kevanaozad. Diverkañ a reer aes gant ur bilhenn, ur spoueenn c'hleb pe ur broust.

Implijet e vez ar sklentennoù gant an oadourien ivez, er stalioù hag er pretioù evit diskouez roll-meuzioù an deiz. Sklentennoù e kevanaozad e vez implijet ivez gant ar splujerien evit kehentiñ kenetrezo en dour.

Gwelet ivez

kemmañ