Skoñs Amazonia


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Mephitidae
Genad : Conepatus
Anv skiantel
Conepatus semistriatus
Boddaert, 1785
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Skoñs Amazonia (Conepatus semistriatus) a zo ur bronneg hag a vev e Kreiz ha Suamerika (eus su Mec'hiko betek reter Brazil ha norzh Perou).

Doareoù pennañ

kemmañ

War-dro 1.5 kg eo e bouez ha 60 cm e hirder.

Du eo skoñs Amazonia, gant un takad gwenn war e chouk a ya d'ober div roudenn a bep tu d'e gein. Gwenn eo beg e lost ivez, gant blev berroc'h eget re spesadoù all er genad Conepatus.

Emzalc'h

kemmañ

Oberiant eo diouzh an noz.

En em vagañ a ra diwar amprevaned (merien-gwenn dreist-holl), glazarded hag evned. Studiadennoù e fank o deus lakaet war-wel roudoù greun, oposomed, tatoued ha krignerien bihan.

Evel an holl skoñsed e c'hell ezteurel ur c'hwezh kreñv p'en em gav e dañjer.