Smith & Wesson Model 17
Ar Smith & Wesson Model 17 zo ur revolver c'hwec'h tenn kalibr .22 Long Rifle, dezhañ ur blatinenn un-ober ha daou-ober, produet gant an embregerezh amerikan Smith & Wesson. Savet eo tro-dro d'ar stern K, ment krenn ar merk.
Smith & Wesson Model 17 | |
---|---|
Revolver Smith & Wesson Model 17 K-22 | |
Kinnig | |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Doare | Revolver |
Munisionoù | .22 Long Rifle |
Produer | Smith & Wesson |
Bloavezh krouidigezh | 1947 |
Pouez ha muzulioù | |
Hirder ar c'hanol | 4" (102 mm 6" (152 mm) 8 3/8" (213 mm) |
Perzhioù teknikel | |
Mont en-dro | Revolver un-ober / daou-ober (SA/DA) |
Endalc'h | Taboulin 6 tenn (Model 17 pe Model 617 kentañ) Taboulin 10 tenn (Model 617 diwezhañ) |
Stummoù all | Model 617, Model 53 |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Istor
kemmañDont a ra ar Smith & Wesson 16 ha 17 eus revolverioù ar bloavezhioù 1930 ha 1940. Ar revolver K-32 Masterpiece, savet e 1935, a oa kambret e .32 S&W Long. Harzet eo bet produiñ an arm e-pad an Eil Brezel-bed. E 1947 e voe produet adarre ha lakaet e gwerzh asambles gant ur stumm kambret e .22 LR, ar K-22 Masterpiece. Hemañ zo deuet da vezañ ar Model 17 goude[1].
Dilezet e oa bet ar Model 16 gant ar merk e 1983 dre ma ne oe ket poblek ken ar c'halibr .32 S&W Long. Chomet e oa a-sav produiñ ar Model 17 e 1998 abalamour e felle d'ar merk produiñ nebeutoc'h a armoù enne dir glasaet.
Perzhioù
kemmañAr Model 17 zo dezhañ ur vizerez a c'haller reoliañ hag ur viz war beg ar c'hanol mod Patridge. Soñjet eo bet evel ur revolver sport hag e c'halle bezañ prenet er bloavezhioù 1960 gant tri opsion, an "Tri T" : Target Trigger, Target Hammer ha Target Grips. Hirderioù standart ar c'hanolioù a oa 4" (101,6 mm), 6" (152,4 mm) ha 8 3/8" (212,7 mm). Ar Model 17-6, 4" e ganol, ne weler ket alies peogwir e oa ar Model 18 tost heñvel outañ, dezhañ ur c'hanol 4" ivez[2].
Stummoù all
kemmañ- Smith & Wesson Model 18
- 22 Combat Masterpiece
- Smith & Wesson Model 617
- Smith & Wesson Model 53
Bremañ
kemmañSmith & Wesson zo adkroget da broduiñ ar revolver-mañ e 2009 dindan an anv Model 17 Masterpiece abalamour da gresk ar goulenn war revolverioù mod-kozh ar merk, evel ur pemzek arm kozh bennak savet ganto.
Liammoù diavaez
kemmañDaveennoù
kemmañ- ↑ Shideler, Dan (2009). The Gun Digest Book of Modern Gun Values: The Shooter's Guide to Guns 1900-Present, Gun Digest Books (in en). ISBN 0-89689-824-5.
- ↑ Supica, Jim (janvier 2007). Standard Catalog of Smith & Wesson, F+W Media, Inc (in es). 394 p. ISBN 0-89689-293-X.