Sol (moneiz Perou)
Pezh 50 santim eus 2019
Pezh 50 santim eus 2019
Kod ISO 4217 PEN
Implijet e Banniel Perou Perou
Monc’hwezh 2.29%
Andon [1] miz Genver 2014
Rannadur
1⁄100 santim (céntimo)
Arouez S/
Plural soles
santim (céntimo) santimoù (céntimos)
Pezhioù
Implijet alies 10, 20, 50 santim,
S/1, S/2, S/5
Implijet ral 1, 5 santim
Bilhedoù
Implijet alies S/10, S/20, S/50, S/100
Implijet ral S/200
Bank-kreiz Bank Kreiz Mirout Perou
Lec'hienn www.bcrp.gob.pe
Mouler Perum Peruri[2]
Lec'hienn www.peruri.co.id
Ti ar Moneiz Ti Broadel ar Moneiz (Casa Nacional de Moneda)

Ar sol eo moneiz Perou (liester e spagnoleg: soles; arouez voneiz: S/)[3] . Rannet eo e 100 santim (céntimo). PEN eo kod ISO 4217 ar moneiz.

Ar sol en deus kemeret plas an inti, moneiz kent Perou, e 1991, hag an anv a ra dave d'ar moneiz a veze implijet er vro etre 1863 ha 1985. Dont a ra an anv eus al latin solidus, ha talvezout a ra sol kement hag "heol" e spagnoleg. Ur c'hendalc'h a zo gant an inti eta, peogwir e oa anvet diwar Inti, doue an Heol evit an Inkaed.

Pa oa lañset e 1991 e oa anvet nuevo sol ("sol nevez") ent-ofisiel, met d'an 13 a viz Du 2015 e voe divizet gant Kendalc'h Perou adenvel ar moneiz sol end-eeun.[4][5]

Ar moneizioù implijet a-raok ar sol a-vremañ a oa:

  • ar real trevadennel spagnol eus ar XVIvet betek an XIXvet kantved, 8 real a dalveze 1 peso.
  • ar real perouat eus 1822 betek 1863. Da gentañ e talveze ur real 1⁄8 peso, goude e voe lakaet en amred reales o talvezout 1⁄10 peso e 1858 evit mont d'un niverañ dekvenndek eus ar moneiz.
  • ar sol pe sol de oro eus 1863 da 1985, gant 1 sol = 10 reales.
  • an inti eus 1985 betek 1991, gant 1 inti = 1000 soles de oro.

Abalamour da stad fall an armerzh ha d'ar gourmonc'hwez e dibenn ar bloavezhioù 1980 e voe dilezet an inti gant ar gouarnamant ha lakaet ar sol da voneiz nevez ar vro[6]. Roet e voe lañs dezhañ d'ar 1 a viz Gouere 1991 gant al lezenn niv. 25 295 evit kemer plas an inti gant ur feur ag 1 sol evit 1 000 000 a inti-où, pe un inti millón[7]. Pezhioù ar moneiz nevez a voe lakaet en amred d'ar 1 1991 hag ar bilhedoù d'an 13 a vi Du 1991. Abaoe ar mare-se en deus miret ar sol ur monc'hwez a 1,5%. Abaoe m'eo bet skignet eo deuet a-benn da virout ur feur eskemm[8] etre S/2,2 ha S/4,13 dre zollar stadunanat.

Pezhioù moneiz

kemmañ

Roet e voe lañs d'ar pezhioù moneiz e 1991, displeget e 1, 5, 10, 20 ha 50 céntimos hag ur sol.[7] Ouzhpennet e voe ar pezhioù 2 sol ha 5 sol e 1994. Dont a reas ar pezhioù ur santim da vezañ dizimplijet ha lamet e voent eus an amred d'ar 1 a viz Mae 2011, kement-hall a c'hoarvezas gant ar pezhioù 5 santim d'ar 1 a viz Genver 2019.[9]

Diskouez a reer en holl bezhioù ardamezioù Perou kelc'hiet gant an destenn Banco Central de Reserva del Perú ("Bank Kreiz Mirout Perou").

Skeudenn Talvoudegezh Treuzkiz (mm) Tevder (mm) Pouez (g) Kenaoz Troc'had
10 santim 20.5 1.26 3.50 laton levn
20 santim 23 1.26 4.40 laton levn
50 santim 22 1.65 5.45 Cu–Zn–Ni andennet
S/1 25.5 1.65 7.32 Cu–Zn–Ni andennet
S/2 22.2 2.07 5.62 daou vetal
gwalenn ziavaez: dir
kreiz: Cu–Zn–Ni
levn
S/5 24.3 2.13 6.67 daou vetal
gwalenn ziavaez: dir
kreiz: Cu–Zn–Ni
andennet (abaoe 2009)

Bilhedoù

kemmañ

Roet e voe lañs d'ar bilhedoù S/10, S/20, S/50 ha S/100 e 1990.[7] Degaset e voe ar bilhedoù S/200 e miz Eost 1995.[10] Ar memes ment zo ganto (140 x 65 mm) ha diskouez a reont poltred un dudenn berouat brudet.[11]

E 2021 e oa bet savet bilhedoù nevez, o kregiñ gant ar bilhedoù S/10 ha S/100 e miz Gouere 2021[12][13] hag heuliet gant ar re S/20 ha S/50 e miz Gouere 2022.[14] Dont a reas ar bilhedoù S/200 er-maez e miz Kerzu 2023.[15]

Anv Amred abaoe Liv Den diskouezet En tu all Skeudenn
S/10 1991 Gwer José Quiñones Gonzales, North American NA-50 “Torito” Ur Caproni Ca.113 o nijal war an tu gin
2011 Gwer José Quiñones Gonzales Machu Pikchu
2014 Gwer José Quiñones Gonzales Machu Pikchu Lec'hienn BCRP
2021 Gwer María Isabel Granda y Larco vigogn (loen) hag Ismene amancaes (plant bleuniek)
S/20 1991 Gell Raúl Porras Barrenechea Diabarzh Palez Torre Tagle, sez Ministrerezh perouat an Darempredoù Etrebroadel
2011 Gell Raúl Porras Barrenechea Huaca del Dragón, anvet dre fazi Chan Chan Lec'hienn BCRP
2022 Gell José María Arguedas Altamirano kondor an Andoù (evn) ha Cantua buxifolia (plant)
S/50 1991 Orañjez Abraham Valdelomar Oaziz Huacachina, Ica
2011 Orañjez Abraham Valdelomar Templ nevez Chavin de Huantar (Huaraz) Lec'hienn BCRP
2022 Roz María Rostworowski Tovar Jaguar (loen) ha Puya raimondii (plant)
S/100 1992 Glaz Jorge Basadre Levraoueg Vroadel Perou
2011 Glaz Jorge Basadre Pajáten Meur Lec'hienn BCRP
2021 Glaz Pedro Paulet Loddigesia mirabilis (evn) ha Phragmipedium kovachii (orkide)
S/200 1995 Roz Rosa Lima Kouent Santo Domingo, Lima
2011 Gris Rosa Lima Kêr sakr Caral-Supe Lec'hienn BCRP
2023 Mouk Tilsa Tsuchiya Rupicola peruvianus, env broadel Perou, ha Dalechampia aristolochiifolia (plant)

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. (en) "6 Percent GDP Growth And The Lowest Inflation Rate In Latin America: Peru In 2014" (14 a viz Genver 2014). 
  2. (id) Peruri Cetak Uang Peru, Dibayar Rp255 Miliar, lec'hienn CNN Indonesia, 23 a viz Meurzh 2022
  3. "La moneda peruana tiene un nuevo símbolo: desde ayer es S/ no S/. según BCR" (6 a viz Genver 2016). 
  4. "Moneda peruana cambiará de nombre de "nuevo sol" a "sol"" (3 a viz Du 2015). 
  5. "Desde ayer la moneda peruana se llama "Sol"" (16 a viz Kerzu 2015). 
  6. (en) San José State University Department of Economics, The economic history and the economy of Peru. Kavet d'an 11 a viz Gouere 2007.
  7. 7,0 7,1 ha7,2 (es) Law No. 25.295, Unidad Monetaria Nuevo Sol, 3 a viz Genver 1991
  8. "Peru's nuevo sol is the most stable currency in region" (2 a viz Gouere 2012). 
  9. (es) MONEDAS DE 5 CÉNTIMOS DEJARÁN DE CIRCULAR DESDE EL 1 DE ENERO DE 2019, lec'hienn Bank Kreiz Mirout Perou, 31 a viz Here 2018
  10. (es) Circular letter N°028-97-EF/90, 26 a viz Eost 1997, Bank Kreiz Mirout Perou
  11. (es) Banco Central de Reserva del Perú, Familia de Billetes. Kavet d'ar 14 a viz Gouere 2007.
  12. Nuevo billete de S/ 10.
  13. Nuevo billete de S/ 100.
  14. ShieldSquare Captcha (PDF).
  15. (es) BCR pone en circulación billete de S/200 con nuevo diseño | RPP Noticias, rpp.pe, RedacciónRPP, 2023-12-15

Liammoù diavaez

kemmañ