Machu Pikchu ("Pikern Kozh" e ketchwaeg, distaget [ˈmɑtʃu ˈpixtʃu] ; Machu Picchu e spagnoleg, distaget [ˈmatʃu ˈpiktʃu]), zo ul lec'hienn rakkolombian inka savet er XVvet kantved e beg ur menez hag a dap 2 430 m, e rannvro Qusqu e Perou.
Lec'hienn vrudetañ ar sevenadur inka eo. War roll glad bedel UNESCO emañ abaoe 1983. Ne oa bet degaset al lec'h er gouloù nemet er bloaz 1911. Abaoe e teu miliadoù a douristed d'he gwelet.

Ur sell war Machu Pikchu
 
Hiram Bingham

En he barr e oa an Impalariezh Inka (1438-1533) pa zivizas an Inka Pachacutec Inca Yupanqui (ren : 1438-1472) sevel Machu Pikchu 80 km er gwalarn d'ar gêr-benn Qusqu, war-dro ar bloavezh 1450 – evit chom eno en hañv pe evit ma talvezfe da atant meur, den ne oar diarvar. Tro da 50 bloavezh a voe ret evit sevel kêr, setu e voe echuet dindan ren Tupac Inca Yupanqui (ren : 1472-1493).

Goude marv Tupac Inca Yupanqui e 1493 e voe gorrekaet buhez kêr.
Mab Tupac Inca Yupanqui, Huayna Capac, a renas eus 1493 betek 1525 pe 1527 ; pa varvas e savas brezel etre e vab Inti Cusi Huallpa Huascar hag e hanter-vreur Atahualpa, a voe dibabet gant uhelidi Qusqu ; brezel diabarzh a savas neuze, a voe gounezet gant Atahualpa, met rivinet e voe an impalariezh hag aes e voe da Spagnoliz he zrevadenniñ.
Ur c'hantved goude he ganedigezh, e 1572, e voe dilezet Machu Pikchu gant he annezidi : petra bennak ma ne voe biskoazh kavet kêr gant ar gonkistadored spagnol da vare he finborte e teuas beajourien estren betek enni, hag ar vrec'h ganto, ar pezh a lazhas an darn vuiañ eus an dud.

Peogwir e oa lec'hienn Machu Pikchu distro diouzh Qusqu hag ar gonkistadored ne voe na preizhet na distrujet ganto. A-c'houde an dilezadeg e voe aloubet gant ar janglenn hag ankouaet gant ar braz eus an dud.
Un douaroniour alaman anvet Hermann Göhring a venegas Machu Picchu war ur gartenn e 1874[1] ; un Alaman all, un nevidour anvet Augusto Berns, a voe aotreet e 1877 gant gouarnamant Perou da breizhañ Huacas del Inca, da lavarout eo Machu Pikchu.[1]
E 1911 ez erruas an istorour stadunanat Hiram Bingham (1875-1956), a oa o klask kêr-benn an Inkaed, e Machu Pikchu. Ergerzhadegoù furchal a savas e 1912, 1914 ha 1915, ha kas traezoù inka betek skol-veur Yale e New Haven (Connecticut). Hervez lezenn e reas, tud Machu Pikchu a savas enep koulskoude, met a-drugarez da Hiram Bingham ez eo brudet Machu Pikchu er bed a-bezh.

E 1981, gouarnamant Perou a lakaas lec'hienn Machu Pikchu hag he zrowardroioù – 325,92 km² en holl — da Santuario Histórico, "neved istorel".

E 1983 e voe lakaet Machu Pikchu da c'hlad bedel, peogwir ez eo  ur bennoberenn glok a disavouriezh hag un test dibar eus ar sevenadur inka [2].

Saverezh

kemmañ
 
Tres Machu Pikchu

Da gentañ e voe fardet ar savennoù-douar, teir lodenn anezho, dalc'het gant ur voger :

  1. an diaz, graet diwar tammoù mein :
  2. al lodenn etre, aozet gant traezh :
  3. ar gorre, douar warnañ evit gounit maiz, koka, patatez hag all.

Da greñvaat gwele kêr ha da enebiñ ouzh ar rikladegoù douar dre silañ an dour glav a vez alies eno e talveze ar savennoù-douar ivez.

Kendalc'het e voe da sevel savennoù e-giz-se uheloc'h-uhelañ betek kribenn ar menez, 2 430 m e uhelder.

Eno e krogas an Inkaed da sevel tiez diwar c'hreunit a dennjont eus ur vengleuz a oa war ar gribenn-se. Un taol-kaer eo e vefent deuet a-benn da sevel tiez ken brav-se rak kalet eo ar greunit ha ne implijent na skritur na houarn na rodoù. Evit ober e kemerent mein bras da skeiñ war ar greunit betek ma torrje. Ur wech torret e kemerent ur maen bihan all evit levnañ ar roc'h. Goude echu e kasent ar roc'hell d'al lec'h rekis war-bouez kefioù gwez. He lakaat a raent war an ti etre ar reier all. Evit enboestañ mat ar roc'helloù evel brikennoù e veze kizellet ar roc'hell ur wech diwezhañ ha lakaet un doenn blouz. Kalz tammoù mein zo bet kenderc'het a-hed bloavezhioù kizellañ : betek tri metrad eo donder ar gwelead anezho e kreiz kêr. Gwevnaat a ra kêr neuze, ha silet e vez gwelloc'h an dour glav.

Un eienenn zo uheloc'h er menez. An ijinourien inka o deus dihentet he gwazh betek kêr a-benn pourvezañ 16 feunteun. Savet o deus un 200 bennak a savadurioù. An tiez zo savet en doare klasel inka, ledanoc'h en traoñ eget en nec'h.

 
Azeuldi an Heol

Hervez an arkeologourien ec'h eo rannet Machu Pikchu e div lodenn, hini al labour-douar hag an hini gerreizh, dispartiet gant ur voger 400 m he hirder.

Lodenn labour-douar

Savet eo diwar meur a savenn-douar dezho stumm skalieroù divent war kostez ar menez. Servijout a raent da stourm ouzh ar rikladegoù douar, evit al labour-douar hag evit kreñvaat gwele kêr. Stalioù zo a oa e tu reter kêr.

Lodenn gerreizh

E 1961, an istorour perouat Manuel Chávez Ballón (1919-2000) a rannas kêr e daou gant un ahel savet diwar ar blasenn vras evit lakaat anat urzhaz an Inkaed : an tu hanan (uhel) hag an tu hurin (izel); un eil ahel a c'heller kavout a zo savet diwar ur straed vras dezhi stumm ur skalier. E ti an impalaer e kenskej an div linenn.

Hanan

An impalaer, ar veleien hag an uhelidi a veve eno. Er c'harter relijiel e kaver azeuldioù, tiez ar veleien hag an intihuatana – al lec'h ma komze ar veleien d'ar bobl. E karter an uhelidi emañ palez an Inka hag e familh, tiez an uhelidi. A-drek ar palez emañ an Torreón (Intihuatana, azeuldi an Heol), ur mell tour ront kleuziet er roc'h ma 'z eus aoterioù aberzhiñ hag un ti-kañv evit ar c'horfoù balzamet. E-tal emañ ar blasenn vras ma komze an inka ha ma veze dalc'het festoù.

Hurin

Eno e veve an artizaned, ar beizanted hag ar soudarded en o ziez paour. Ar c'harter milourel eo, ha karter ar morterioù a servije d'ober kroc'han pe d'ober lidoù relijiel evel an evadegoù.

Er Su emañ azeuldi ar c'hondor ha karter an toulloù-bac'h. En azeuldi ar c'hondor e veze graet aberzhioù evit sioulaat an doueed.

Ur gêr e kedveved gant an natur

kemmañ
 
Ar roc'h sakr

Kêraozerien Machu Pikchu o deus he savet hervez elfennoù an natur a zo tro-dro dezhi.
Hervez an Heol eo savet an tiez ; da skouer, tro-dro d'ar 24 a viz Even (goursav-heol an hañv) e teu daou dric'horn kenkreizek war wel war azeuldi an Heol.

  • Hervez al lec'h e c'heller gwelout dremm un den o sellout ouzh an oabl, an Huyana Picchu o vezañ ar fri.
  • Ar roc'h sakr, ur maen bras 7 metr e ledander, a zrevez ar menez a zo a-dreñv dezhi.
  • Patrom ar gêr a seblant stummet diouzh ur c'hondor e zivaskell dispak.
  • An Huayna Picchu en deus stumm ur puma prest da lammat ; skeudenn ur puma all a c'heller ijinañ gwelet treset ivez gant an azeuldioù hag ar savennoù-douar.
  • Pa weler kêr adalek an Huyana Picchu e c'heller gwelout un naer hag ur c'hrokodil.
  • Ur wech an amzer e c'heller gwelout ul loen kizellet er roc'h.
  • An naer, ar puma, ar c'hondor hag ar c'hrokodil eo arouezioù an Douar hag an neñv, loened pouezus int e gwengelouriezh an Inkaed.
  • Gant lamaed e vez kempennet ar savennoù-douar hiziv c'hoazh.
  • Azeuldi ar c'hondor a zo anvet e-giz-se abalamour da stumm ar roc'hell m'eo bet savet.

Touristelezh

kemmañ
 
Ur veaj ha ne vo ket ankouaet !

Ur 1 800 tourist bennak a zeu bemdez da Vachu Pikchu met kant vloaz goude ma voe roet lañs d'an douristelezh e voe merzhet gant an arkeologourien en doa red an douristed un efed fall war al lec'hienn : abalamour d'an digoadañ e vez krignet al leur, ar plant a za war ziskar, kreskiñ a ra ar riskl a rikladegoù douar ha hini an tanioù-gwall. A zo gwashoc'h, e soñj emañ pennadurezhioù ar vro da sevel sevel un hent evit ar c'hirri-tan da dizhout Machu Pikchu, neuze ne vefe ket reoliet an niver a douristed ha buanoc'h e vefe distrujet kêr.

Ur c'hoar da Machu Picchu

kemmañ

Un eil Machu Picchu a zo, anvet Chuquequirao ; diaesoc'h eo he zizhout rak n'eus ket a hent gwir ha lec'hiet eo da 3000 m a uhelder. Damheñvel eo ouzh Machu Pikchu dre he gêraozadur, stumm he ziez hag he lec'hiadur er menezioù uhel.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (en) New Scientist, 03/06/2008
  2. (en) (fr) UNESCO.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.