South Foreland
South Foreland zo anv ur beg-douar, war aod Kent, e gevred Bro-Saoz. Un tornaod kleiz uhel zo, 5 km er biz da borzh Dover, war aod Strizh-mor Dover. Eno emañ al lec'h eus Breizh-Veur an tostañ da zouar-bras Europa, a zo war-hed 33,2 km.
Arabat e gemmeskañ gant North Foreland, a zo en hanternoz dezhañ, war aod reter Kent, hag a zo beg reterañ enezenn gozh Thanet.
Istor
kemmañGant ar Romaned e veze anvet Cantium Promontarium e latin[1].
- Diodorus Siculus, V, 21 : Promontorium ... Cantium
- Ptol. II, 3, 3 : Cantium Promontorium
Notennoù
kemmañ- ↑ A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982