Komzet e vez eus spanglish evit neb meskaj etre ar spagnoleg hag ar saozneg (pe ar c'hulturioù d'o heul). An termen-se a zo ur ger-malizenn, savet diwar ar gerioù saoznek spanish hag english.

Da gentañ e veze implijet evit komz eus ar spagnolegerion disvroet, deuet d'ar Stadoù-Unanet eus Amerika Latin, hag eus ar fenomenoù-yezh savet diwar o destuziañ tamm-ha-tamm : diglosiezh, kalkoù ha code-switching.


Ar spanglish er Stadoù Unanet kemmañ

Ar spanglish-se en-em ziskouez dreist-holl dre cheñchamantoù-yezh e-kreiz ar frazennoù. E-barzh ur memes frazenn e vo klevet pennadoù saozneg ha pennadoù spagnoleg. Da skouer : « I'm sorry I cannot attend next week's meeting porque tengo una obligación de negocios en Boston, pero espero que I'll be back for the meeting the week after. » Seurt traoù en em gav alies e-touesk tud rediet da vont-ha-dont etre div yezh.

An dra-se en em ziskouez ivez dre saoznegachoù :

« Luis quoteó el mail de Francisco en el foro. »
« Vacumar la carpeta. »
« El rufo me liquea. »

Ganedigezh ur yezh nevez ? kemmañ

Ilán Stavans, kelenner war ar c'hulturioù hag ar yezhoù latino-amerikan e skol-veur Amherst (Massachusetts), en deus studiet ar fenomen-yezh-se, betek tostaat anezhañ d'ar Yiddish. Embannet e oa bet gantañ en 2003 ur levr war ar sujed, Spanglish: The Making of a New American Language, e-lec'h ez a betek treiñ pennad kentañ Don Quichotte e spanglish.

Ar spanglish dre faot an deknologiezh kemmañ

Kemennoù saoznek evel-se a zeu da verkiñ ar spagnoleg dre faot tout an traoù teknologiezh nevez e-giz Internet. Setu e vez graet gant browser, frame, cookie, chat, mail... peogwir n'int ket eeun da droiñ, pe gant gerioù e-giz chatroom, berroc'h eget sala de charla.

Fenomenoù kar kemmañ

Un tammig e pep lec'h e vez langachoù evel-se :

  • ar « franglais »
  • ar « portugnol » (meskaj portugaleg ha spagnoleg en Amerika ar Su)
  • an « euskagnol » e Bro Euskadi

N'eus netra nevez aze, peogwir e komze La Villemarqué dija, evit reiñ un anv d'ar brezhoneg gant bern pozioù galleg e-barzh, eus « jargon mixte » (Daveoù a vank).

Liammoù diavaez kemmañ