Stad pobl Reuß (alamaneg : Volksstaat Reuß) a voe ur stad alaman berrbad krouet e 1919, e-kerzh an darvoudoù kent da grouidigezh Republik Weimar.

Banniel Stad pobl Reuß

A-raok ar Brezel-bed kentañ e veze gouarnet div briñselezh Reuß : (Reuß-Greiz pe Reuß-Gera) ha (Reuß-Schleiz) gant ar memes priñs, Herri XXVII e anv.

Da-heul trec'hidigezh 1918 e krogas an dispac'h en Alamagn : diskaer e voe an impalaeriezh alaman, hag ivez ar monarkiezhioù lec'h a yae d'ober anezhi. Priñselezhioù Reuß a zeuas da vezañ republikoù ha d'an 21 a viz Kerzu 1918 e teujont da vezañ ur gumuniezh unvan a-fet melestradur. D'an 2 a viz C'hwevrer 1919 e voe trec'h USPD (Strollad sokial-demokrat alaman dizalc'h) en dilennadegoù-rannvro aozet en div republik : 7 dileuriad diwar 15 e Reuß-Greiz ha 13 diwar 21 e Reuß-Schleiz.

D'ar 4 a viz Ebrel 1919 e votas dileuridi Landtag an div republik e vefe krouet ur "Stad pobl" unvan. Ur vonrezih da c'hortoz a voe savet hag aozet ur gouarnamant unvan, ennañ ministred-stad : Karl von Brandenstein eus Gera ha William Oberländer eus Greiz.

Ar banniel du-ruz-aour a zeuas da vezañ arouez ar stad nevez krouet.

D'ar 1añ a viz Mae 1920 e voe strollet Stad pobl Reuß gant c'hwec'h stad vihan all, da grouiñ Land Thüringen.

Liammoù diavaez

kemmañ
  Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.