Troazhañ
Troazhañ (pe staotat) a vez laret eus skarzhañ troazh (pe staot) eus ar c'horf, dre c'houllonderiñ ar c'hwezigell. Gant an dud vras e vez mestroniet an troazhañ, met gant ar vugale vihanañ ne vez ket, ha gallout a reont troazhañ hep gouzout dezho. Deskiñ dezho mestroniañ o c'horf a rank o zud ober eta.
Pegement
kemmañPegement a vez troazhet a zo hervez pegement a vez evet. Dre vras e vez troazhet etre 1 000 ha 1 500 mililitrad bep 24 eur, en ur ober div pe deir gwech. Muioc'h a droazh a vez aozet gant ar c'horf war-dro 6 eur diouzh ar beure,
Lec'hioù da droazhañ
kemmañMar bez troazhet pe staotet e staotlec'hioù bremañ n'eo ket bet evel-se a viskoazh. Ar pod-kambr zo bet ur benveg talvoudus a roe tro da staotat en tier e kêr pa c'halle an dud war ar maez ober evel a gerent: a-drek ur c'hleuz evit ar merc'hed, ouzh ar c'hleuz pe war ar bern teil evit ar baotred, pe c'hoazh er c'hrevier.
Pa ne vez ket skarzhet an troazh eus ar c'horf, pe pa vez nebeutoc'h eget 100 ml en un ober 24 eur, e komzer eus anuriezh.
Tud zo a gav o flijadur reizhel o vezañ staotet warne: ur barafiliezh eo kement-se.
Arz
kemmañRal eo an oberennoù gant tud o troazhañ. Evit ar baotred eo Manneken-pis Brussel eo an hini vrudetañ.
Rembrandt en doa engravet ur vaouez o staotat e 1631. Pablo Picasso a reas unan all en un daolenn graet d'ar 16 a viz Ebrel 1965, La Pisseuse[1].
-
Ar Manneken Pis e Brusel (1619)
-
Ar vaouez o staotat, gant Rembrandt van Rijn (1631)
-
Indecency (1799)
-
(XIXvet kantved)
Loened
kemmañE-touez al loened, ar chas da skouer, e vez implijet an troazhañ da verkañ pe mestroniezh en un dachenn pe sujerezh. Sevel o fav pe kluchañ a ra ar chas da staotat.
Staotat dre aon
kemmañGant an dud ivez e vez troazhet dre aon, anavezet eo ar c'hoant-staotat a-raok un amprouenn. La meada del miedo (staotadenn an aon) a lavar ar matador.
Troioù-lavar
kemmañUn toullad troioù-lavar a zo diwar-benn an troazhañ, pe implijet e-lec'h ar verb troazhañ.
- Cheñch dour d'ar pesked
- Dourañ pato
- Skuilhañ ur banne
- Teurel dour
Pennadoù kar
kemmañDave ha notennoù
kemmañ- ↑ Musée national d'art moderne, Centre George Pompidou