Steenwerk

kumun Bro-C'hall

Steenwerk (e galleg:Steenwerck ) a zo ur gumun eus Flandrez Frañs, e departamant Norzh, en Hanternoz Bro-C'hall.

Kumunioù Frañs
Steenwerk

Bourc'h Steenwerk

Anv Steenwerk
Anv ofisiel Steenwerck

Lec'hiadur
Riez Frañs Frañs
Rannvro Hauts-de-France
Departamant Norzh
Bro hengounel
Arondisamant Dukark
Etrekumuniezh Monts de Flandre
– Plaine de la Lys
Kanton Belle-Biz
Kod INSEE 59581
Kod post 59181
Maer Joël Devos
Amzer-gefridi 2008-2014
Gorread 27,47 km²
Led 50° 45' 50" Norzh
Hed 02° 43' 21" Reter
Uhelder kreiz 16 m
Uhelder bihanañ 13 m
Uhelder brasañ 19 m
Poblañs
hep kontoù doubl
3 391 (2007)
Stankter 123 a./km²
Lec'hienn ar gumun

XXvet kantved

kemmañ

Brezel-bed kentañ:

  • nepell ag an talbenn edo Steenwerk betek penn-kentañ miz Ebrel 1918. Kemeret e voe gant an Alamaned neuze. Tapet e voe gant an 23rd Lancashire Fusiliers (lu ar Rouantelezh-Unanet) d’an 2 a viz Gwengolo 1918 en-dro. Distrujet razh e voe an iliz katolik hag ar gêriadenn. Tremen 4 700 soudard a zo douaret er gumun;
  • roet e voe ar Groaz Brezel 1914-1918 d'ar gumun e 1920

[1].

Eil Brezel-bed: dieubet e voe ar gumun gant lu ar Rouantelezh-Unanet d'ar 6 a viz Gwengolo 1944.

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
 
Iliz katolik Sant-Yann-Vadezour, 1928

Bezioù ha beredoù ar Brezel-bed kentañ

kemmañ

Bered alaman: Kriegsgräberstätte Steenwerck

kemmañ

2 048 soudard alaman a zo douaret enni [2].

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun

kemmañ
 
Bro Niver a soudarded
  Afrika ar Su 1
  Rouantelezh-Unanet 11
Hollad 12

Marvet int e-pad ar Brezel-bed kentañ.

Bered ar C'hommonwealth: Croix-du-Bac British Cemetery

kemmañ
Bro Niver a soudarded
  Aostralia 11
  Rouantelezh-Unanet 537
  Zeland-Nevez 5
Hollad 554

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Digoret e voe ar vered gant unanadoù stourm ha gant klañvdioù-brezel e miz Gouere 1916. Implijet e voe betek penn-kentañ miz Meurzh 1918. D’an 10 a viz Ebrel 1918 e voe kemeret Trois Arbres gant al Lu alaman. Tapet e voe gant an 23rd Lancashire Fusiliers d’an 2 a viz Gwengolo 1918 en-dro. Un nebeud bezioù ouzhpenn a voe graet e miz Here 1918. Goude arsav-brezel an 11 a viz Du 1918 e voe degaset bezioù eus tachennoù-emgann[3].

Bered ar C'hommonwealth: Le Grand Beaumart British Cemetery

kemmañ
 
Bro Niver a soudarded
  Kanada 1
  Rouantelezh-Unanet 552
Hollad 553

Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Adalek an 10 a viz Ebrel 1918 hepken en em gavas Steenwerk gant ar brezel, pa voe tapet gant al Lu alaman. Chom a reas gantañ betek penn-kentañ miz Here 1918. Kroget e voe ar vered gant unanadoù stourm ha gant klañvdioù-brezel e miz Ebrel 1918 ; implijet e voe e miz Here 1918 adarre. 55 bez a voe enni, met brasaet e voe goude an arsav-brezel eus an 11 a viz Du 1918 gant bezioù degaset eus tachennoù-emgann Steenwerck, Niepkerke hag Armentières. 116 anezhe a zeu eus bered alaman Steenwerck. Daou soudard ag ar 1st Bn. King's Own (Royal Lancaster) Regiment, fuzuilhet e miz Ebrel 1915 evit bout bet dizertet, a zo douaret er vered[4].

Bered ar C'hommonwealth: Trois Arbres Cemetery

kemmañ
Bro Niver a soudarded
  Afrika ar Su 1
  Aostralia 470
  Indez 1
  Kanada 22
  Rouantelezh-Unanet 997
  Zeland-Nevez 213
Hollad 1 704

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Digoret e voe ar vered gant an ospital-tachenn aostralian 2nd Australian Casualty Clearing Station e miz Gouere 1916. Implijet e voe betek penn-kentañ miz Ebrel 1918. D’an 11 a viz Ebrel 1918 e voe kemeret Trois Arbres gant al Lu alaman. Chom a reas gantañ betek penn-kentañ miz Here 1918. Implijet e voe ar vered adarre goude kiladenn an Alamaned. Goude arsav-brezel an 11 a viz Du 1918 e voe degaset bezioù eus tachennoù-emgann Steenwerck, Niepkerke, Belle ha Nieuwkerke. Pevar soudard, unan ag ar 2nd Bn. King's Own (Royal Lancaster) Regiment, unan ag ar 1/4th Bn. The Black Watch, unan ag ar 14th Bn. Canadian Expeditionary Force hag unan ag ar 1st Bn. Canterbury Regiment (New Zealand), fuzuilhet evit bout bet dizertet, a zo douaret er vered[5].

Douaroniezh

kemmañ

Emdroadur ar boblañs 1793-2007

kemmañ

[6]

Melestradurezh

kemmañ

Gevelliñ

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Dave ha notennoù

kemmañ
  1. Pages 14-18
  2. Lec’hienn Traces of War
  3. WW1 Cemeteries
  4. WW1 Cemeteries
  5. WW1 Cemeteries
  6. Cassini hag EBSSA