Stepan Bandera
Stepan Bandera (ukraineg : Степа́н Андрі́йович Банде́ра) (1909-1959) a oa ur politikour ukrainat, penn-bras istorel Aozadur Broadelourion Ukraina (OUN(B)) hag unan eus diazezerien Lu Emsavadegel Ukraina (UPA). D'an 22 a viz Genver 2010, prezidant Ukraina, Viktor Yushchenko, a enore Bandera gant an titl a Haroz eus Ukraina, ar pezh a voe degemeret fall-tre dre ar bed. Lammet e oa bet an enor e 2011 gant an digarez ne oa bet biken keodedour ukrainat Stepan Bandera.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Republik Poblel Ukraina ar C'hornôg, Eil Republik Polonia, Aostria-Hungaria, statelessness |
Anv e yezh-vamm an den | Степан Бандера |
Anv-bihan | Степан |
Anv-familh | Bandera |
Patronym or matronym | Andriyovych |
Deiziad ganedigezh | 1 Gen 1909 |
Lec'h ganedigezh | Staryi Uhryniv |
Deiziad ar marv | 15 Her 1959 |
Lec'h ar marv | München |
Doare mervel | muntr |
Abeg ar marv | ampoezonet |
Killed by | Bohdan Stashynsky |
Lec'h douaridigezh | Munich Waldfriedhof |
Tad | Andriy Bandera |
Mamm | Myroslava Bandera |
Breur pe c'hoar | Vasyl Bandera, Oleksandr Bandera, Oksana Bandera, Bohdan Bandera |
Pried | Jarosława Bandera |
Bugel | Andrii Bandera |
Yezh vamm | ukraineg |
Yezhoù komzet pe skrivet | ukraineg |
Place of detention | Sachsenhausen |
Micher | politiker, sponter |
Bet war ar studi e | Lviv Polytechnic |
Strollad politikel | Organization of Ukrainian Nationalists, Organization of Ukrainian Nationalists (Bandera movement) |
Relijion | Ukrainian Greek Catholic Church |
Ezel eus | Organization of Ukrainian Nationalists |
Ideologiezh politikel | Ukrainian nationalism, integral nationalism, enep-komunouriezh, anti-Sovietism, faskouriezh |
Prizioù resevet | Hero of Ukraine, Order of the State |
Red-buhez
kemmañGanet eo d'ar 1añ a viz Genver 1909 e-barzh kêriadenn Staryi Uhryniv, rannvro Kalouch e Galitsia (hiziv an deiz en oblast Ivano-Frankivsk) a oa dindan beli Aostria-Hungaria d'ar mare-se. Bez e oa bet e dad, Andriy Bandera, a oa beleg katolik-gresian, beleg er gêriadenn. Diskennet eo e vamm eus ur familh kozh a veleion gatolik-gresian (merc'h eo da veleg Staryi Uhryniv).
Tremen a ra Stepan e vugaleaj er gêriadenn-se, e ti e zud hag e zud-kozh, o vrasaat en ur aergelc'h kar-e-vro ukrainat hag en ur sevanadur vroadel kreñv. Dedennet eo gant ar gudenn sokial hag ar politikerezh.
E nevez-amzer 1922 e varvas e vamm diwar an dorzhellegezh.
Ur broadelour ukrainat
kemmañE miz Gwengolo 1928 e krog Stepan e studioù e skol lieskalvezerezh Lviv.
E 1931 e teu da vezañ eilrener an heñcherien rannvroel, penn skipailh seveniñ rannvroel an OUN da c'houde ha komandant an UVO.
D'ar mare-se eo tennoc'h-tennañ an traoù etre ar pennadurezhioù polonat hag ar bihanniver ukrainat. Ouzh un oberenn gastiz a « beoc'hadur » renet gant ar veli bolonat e stok azgoulennoù an Ukrainiz. Divizet e vez gant an OUN mont war hent ar gwalldaolioù politikel.
E 1934 eo kondaonet da varv Stepan Bandera evit bout aozet gant 11 den all ar gwalldaol a-enep minist an diabarzh Polonia. Fuajet eo bet an diviz lez-varn-mañ. Kondaonet eo hed e vuhez. E miz Gwengolo 1939, abalamour da argadenn al lu alaman, e vez dilezet al lec'hioù gant ar velestradurezh-kastiz polonat hag ar brizonidi, Bandera en o zouesk, da guitaat an toull-bac'h.
An Eil brezel-bed
kemmañEn henvelep miz a 1939, da heul emglev alaman-ha-soviedel, e vez aloubet Ukraina ar c'hornog gant al lu soviedel. Gwasket e vez ar boblañs gant ar renad stalinour. E miz Here 1939 ez eas Bandera da gKrakόw gant ur bagad broadelourien ukrainat hag e savas ur batailhon ukrainat e-kreiz al lu alaman (batailhon Nachtigall) a furmas, a-gevret gant ar batailhon Roland, al Lejion Ukrainat.
E 1940 e renas strollad dispac'hel an OUN ha d'an 30 a viz Mezheven 1941 e voe anvet da c'houarnamant Stad nevez Ukraina embannet e Lviv a-enep da youl an Alamaned. Goude-se e voe toullbac'het e kamp tolpañ Sachsenhausen. E 1944 e voe dieubet gant an Alamaned a gemme o folitikerezh e-keñver Europa ar Reter abalamour d'ar fed e voe tostoc'h-tostañ an Arme Ruz. Neoazh ne lakaas ket e anv er Poellgor Broadel Ukraina hag ez eas a-zindan guzh.
Marv un harluad
kemmañWar-lerc'h ar brezel e chomas en Alamagn e-lec'h ma kendalc'has da ren Aozadur ar vroadelourion Ukraina (OUN(B)). D'ar 15 a viz Here 1959, e mont tre un ti ar 7 straed Kreittmayr (Kreittmayrstraße) e München, e voe kavet en ur poullad gwad o vevañ c'hoazh. Goude e voe kaset keloù gant un enselladenn mezegel ma voe ur c'hontammadur a oa kiriek d'e varv. Daou vloaz war-lerc'h, d'ar 17 a viz Du 1961, e voe lavaret gant justis Alamagn ar C'hornôg e oa Bohdan Stachynski, gwazour ar c'hKGB oc'h heuliañ urzhioù Chelepin ha Khrouchtchev, muntrer Stepan Bandera. Goude un enklask don e tegouezhas ar prosez eus an 8 d'ar 15 a viz Here 1962. Divizad al lez-varn a voe embannet d'ar 19 a viz Here : kondaonet e voe Stachynskyi da 8 vloaz toull-bac'h hep goursez. Kadarnaat a reas lez-veur alaman Karlsruhe kiriegezh gouarnamant soviedel Moskov e muntr Stepan Bandera. D'an 20 a viz Here 1959 e voe douaret hemañ e bered Waldfriedhof e München.
Tonkadur skijus familh Bandera
kemmañE vreur yaouañ Bohdan a gemer renadur ur strollad harz dindan an Dalc'herezh. Lazhet e voe e 1942 (pe 1943).
D'an 22 a viz Mae 1941, tad Stepan Bandera -ar beleg Andrij Bandera – a voe harzet gant an NKVD ha drouklazhet d'an 10 a viz Gouere 1941.
D'an deiz-se e voe forbannet da Siberia e c'hoarezed, Maria-Marta hag Oksana, evel izili familh un « enebour ar bobl ». Dieubet e voent e 1960 hep kaout an aotre da zistreiñ da Ukraina. E Siberia e varvas Marta e 1982. Gallout a reas Oksana distreiñ da Ukrainia e 1989.
Harzet e voe e drede c'hoar Volodymyra e 1946 gant an NKVD ha kondaonet da 10 vloaz a « gamp-labour ».
E vreudeur Vasyl hag Oleksandr, harzet gant ar Gestapo e 1941, a voe bac'het en Auschwitz e-lec'h ma'z ejont da get e 1942.
Goudevezh
kemmañChom a ra Stepan Bandera un den dael diwarnañ en Ukraina, tud zo ouzh e welout evel un haroz ar Vroad, reoù all evel ur c'henlabourer nazi.
Anvet eo bet, a-drugarez d'un dekred sinet d'an 22 a viz Genver gant ar prezidant Viktor Iouchtchenko, d'an uhelgarg dalif a Haroz Ukraina, ar pezh a zegas ur gaouad enebadur e Kevre Rusia hag e-touesk poblañs reter Ukraina a gomz ruseg. D'an 29 a viz Genver e tisklêrias ar greizenn Simon-Wiesenthal, en ul lizher kaset da gannati Ukraina er Stadoù-Unanet, e oa ur vezh dereiñ an titl-se d'ur « c'henlabourer nazi kiriek da lazhadeg miliadoù a Yuzevion e-kerz brezel 1939-1945.»
Neoazh evit kalz a Ukrainiz, broadelourien ar c'hornog dreist-holl, eo Stepan Bandera ur gwir haroz broadel. Meur a savadur zo bet savet en Ukraina e koun dezhañ.
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) Stepan Bandera - Perspectives for Ukrainian Revolution (audio recordings)
- (en) PETLIURA, KONOVALETS, BANDERA - Three Leaders of Ukrainian Liberation Movement murdered by the Order of Moscow. Ukrainian Publishers Limited. 237, Liverpool Road, London, United Kingdom. 1962. (audiobook).
- (en) Stepan Bandera, His Life and Struggle