Strollad Komunour Marksour-Leninour Belgia

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Strollad Komunour Marksour-Leninour Belgia a zo ur strollad politikel eus Belgia. Aet eo da get.

Savet e voe pa gendeuzas e 1973 div lodenn deut maez eus Strollad Komunour Belgia (Grippa):

  • e miz Even 1967, e Charleroi : ar Strollad Komunour Wallonat ( Marksour-Leninour) (e galleg: Parti Communiste Wallon (Marxiste-Léniniste) - PCW (M-L) ) gant e gazetenn sizhuniek L'Exploité. En e benn edo Arnold Hauwaert. E miz C'hwevrer 1972, ar Strollad Komunour Wallonat ( Marksour-Leninour) a gemeras un anv nevez : 'Strollad Komunour Belgia (Marksour-Leninour)' (e galleg: Parti Communiste de Belgique (Marxiste-Léniniste);
  • e miz Du 1967, el Louvière : "Strollad Komunour Marksour-Leninour Belgia" (e galleg: Parti Communiste Marxiste-Léniniste de Belgique - PCMLB) gant e gazetenn Clarté. E lec'hioù pennañ a voe Brusel ha Bergen (Mons). En e benn edo : Fernand Lefebvre.

Disemglev a voe etre an daou strollad en o frantad kentañ. Kendeuziñ a rejont e 1973 , o virout an anv: "Strollad Komunour Marksour-Leninour Belgia". Embann e rae ur gazetenn sizhuniek gant un titl-doubl: Clarté et L'Exploité.