Strouezheg Sant-Marc'hell

Strouezheg Sant-Marsel a oa ur strouezheg savet e Breizh pa oa dindan dalc'h an Alamaned, e kreiz ar Morbihan nepell eus kêriadenn Sant-Marc'hell e-pad an Eil Brezel-bed.

Savet e oa e miz C'hwevrer 1943 gant Émile Guimard eus Lizio da resev armoù taolet gant harzoù-lamm. E miz Mae e oad ehanet, goude un nebeud kudennoù, kuit da sachañ evezh an Alamaned.

E miz Meurzh 1944 e oa dizurzhiet an harzerezh er c'hornad pa oa taolet meur a zen en toull-bac'h. Komandant archerien an departamant, Maurice Guillaudot e Gwened hag e eiler, al letenant Teofil Guillo e Ploermael, a oa serret, jahinet ha deportet. Meur a sternad FFI, eus Ploermael peurgetket (Henri Calindre, Louis Chérel, Lionel Dorléans, Paul Hervy) a oa fuzuilhet d'an 30 a viz Even 1944 e Sant-Jakez-al-Lann e-tal Roazhon.

D'ar 5 a viz Even 1944 e oa roet an urzh, gant ar c'horonal Morice (Paul Chenailler), penn an FFIed en departamant, d'an holl rezistanted eus ar vro d'en em vodañ e La Nouette, un atant e-kichen Sant-Marc'hell (war-dro 3000 den). E framm taol Overlord ha dilestradeg ar Gevredidi e Normandi, 18 SAS (Special Air Service) eus an FFL a erruas gant harzoù-lamm d'ar c'hwec'h a viz Gouere war-dro 0e 30, e-kichen Pluveleg (Morbihan), 15 km diouzh Sant-Marc'hell. 18 SAS all a oa kaset en Aodoù-an-Hanternoz, e Koad Portuaod, da zastum titouroù evit an arme, gwiriañ barregezh harzerezh ar vro, prientiñ donedigezh strolladoù all hag ivez gorrekaat beaj ar bagadoù soudarded alaman etrezek an Normandi.

Donedigezh 9 harzlammer SAS e Pluveleg a oa gwelet diouzh ur vilin gant an Alamanted a oa war api eno hag e krogas an emgann. Ar c'horporal Emil Bouétard, ur Breizhad 29 vloaz, gloazet, a oa peurlazhet gant an Alamaned. Ar c'hentañ soudard lazhet eus an dilestradeg e voe. D'an 18 a viz Even e oa taget ar strouezheg. Daoust da skoazell kirri-nij kaset gant ar Gevredidi (4 c'harr-nij chase P-47 Thunderbolt amerikan a vindrailh ar steudadoù kirri alaman o tostaat d'ar strouezheg), an 3000 rezistant hag an 200 harzlammer SAS gall (en o zouez cooneys parties ha tud achapet eus Duod deut da harpañ ar strouezheg), a ranko mont kuit e-pad an noz, goude un devezh stourm. Bez e voe 30 den lazhet, 15 prizoniad, ha 60 den gloazet diouzh tu ar rezistañs. Etre 300 ha 600 Alaman[1],[2] a vije bet lazhet gant ar rezistanted a-hervez, met seblantout a ra e oa kresket kalz ar sifroù[3]. Hervez an dielloù alaman e kollas soudarded ar Wehrmacht war-dro 50 den lazhet, 50 den gloazet hag 20 den dianadet[4]. Preizhet ha devet e voe kêriadenn Sant-Marc'hell, 40 ha oa lazhet ha re all deportet.

An deiz-se e oa galvaniet an emgannerien gant al letanant harzlammer Pierre Marienne (1908-1944). Mindrailhañ a rae an Alamanted diwar un jeep a gase en takadoù e dañjer. Gloazet e oa en e benn ha lienet gant un tamm harz-lamm gwenn ruziet gant ar gwad, ar pezh a dalvezas dezhañ e lesanv : "leon" Sant-Marc'hell[5],[6].


E-pad an emgannoù evit dieubidigezh Breizh, eus ar 6 a viz Even beket miz Eost 1944 e oa lazhet 77 harzlammer ha 195 a oa gloazet, da lâret eo ouzhpenn an hanter eus gwazed ar 4 batailhon SAS gall (450 den). FFIed eus Breizh a gemeras lec'h re varv ar batailhon pa'z eas d'en em gannañ a-hed al Liger (war-dro Orleañs - Nevers), taol Spencer, e miz Gwengolo 1944.

Levrlennadur

kemmañ
  • Henry Corta (1921-1998), letanant harzlammer SAS : Les bérets rouges (1952), amicale des anciens parachutistes SAS.
  • Henry Corta, Marie Chamming's, Joseph Jégo, Noël Créau & Philippe Reinhart, Qui ose gagne (France-Belgique 1943-1945, les parachutistes du 2 RCP / 4 SAS), Service Historique de l'Armée de Terre, 1997.
  • Joseph Jego, 1939-1945 : Rage, action, tourmente au pays de Lanvaux, (1991).

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Monumant ar strouezheg savet e 1951, gant ar goronaled Morice ha Bourgoin, a ra anv eus 560 alaman lazhet
  2. Sifr jedet diwar an niver a archedoù a oa bet urzhiet.
    Henry Corta (1921-1998), letanant harzlammer SAS : Les bérets rouges (1952), amicale des anciens parachutistes SAS.
  3. Ret eo kompren "dic'houest d'en em gannañ" kentoc'h evit lazhet.
    Henry Corta, Marie Chamming's, Joseph Jégo, Noël Créau & Philippe Reinhart, Qui ose gagne (France-Belgique 1943-1945, les parachutistes du 2 RCP / 4 SAS), Service Historique de l'Armée de Terre, 1997.
  4. Gérard Le Marec, La Bretagne dans la Résistance, 1983, éditions Ouest-France, p.251.
  5. La rage au cœur, gant Jean Paulin, harzlammer ha radio SAS e Sant-Marc'hell (1958).
  6. Les bérets rouges, d'Henry Corta (1921-1998), lieutenant parachustiste SAS (1952).