Szentgotthárd (distaget [ˈsɛntɡotːhaːrd] en hungareg ; St. Gotthard en alamaneg, Monošter e sloveneg) zo ur gêr e kornôg Hungaria, war lez ar stêr Rába, tost d'an harzoù gant Aostria ha Slovenia. E kontelezh Vas emañ.

Szentgotthárd

E korn-bro Szentgotthárd e kaver slovenegerien, a ya d'ober betek 90% eus ar boblañs e kêriadenn Felsőszölnök.

Emgann Szentgotthárd a c'hoarvezas eno, war lez ar Rába, d'ar 1añ a viz Eost 1664, etre arme an Impalaeriezh Otoman ha re an Impalaeriezh Santel Roman, Arc'hdugelezh Aostria ha Bro-C'hall.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.