Tag der Freiheit: Unsere Wehrmacht

Tag der Freiheit: Unsere Wehrmacht
Filmdata
Titl orin Tag der Freiheit: Unsere Wehrmacht
Bro produiñ Alamagn nazi
Deuet er-maez 30 a viz Kerzu 1935 en Alamagn nazi
Yezh orin alamaneg
Padelezh (PAL-DVD) : 28 munutenn
Skigner Universum Film AG
Pare
Filmaozer Leni Riefenstahl
Produer Leni Riefenstahl
Skrivagner Leni Riefenstahl
Sonerezh Peter Kreuder
Rener al luc'hskeudenniñ Hans Ertl, Gustav Lantschner, Kurt Neubert, Walter Frentz, Willy Zielke
Frammer Leni Riefenstahl

Tag der Freiheit: Unsere Wehrmacht (alamaneg a dalvez : Devezh ar frankiz: hon armeoù) eo an trede teulfilm propaganda bet sevenet gant Leni Riefenstahl. Ennañ e tiskouez trede kendalc'h ar strollad nazi e Nürnberg e 1935. Er film e laka ar pouez war arme an Trede Reich.

E dibenn an Eil Brezel-bed e soñje d'an dud e oa bet kollet ar film. Ur skouerenn damglok anezhañ a voe adkavet er bloavezhioù 1970. Er film e kaver ur meskaj eus an teknikoù implijet gant Riefenstahl e Triumph des Willens (1934), hag ar pezh a reas diwezhatoc'h en Olympia (1938)[1].

Notennoù

kemmañ
  1. http://www.germanhollywood.com/rief_retro04.html Leni Riefenstahl • UCLA Retrospective, The German-Hollywood Connection


Liammoù diavaez

kemmañ