An Tri Romant

(Adkaset eus Tair Rhamant)

An Tri Romant (Y Tair Rhamant e kembraeg) eo an anv roet hiziv da deir danevell gembraek (pe grenngembraek) eus ar Grennamzer, a vez staget ouzh kelc'hiad ar Mabinogion.

O anvioù

kemmañ

Sede anvioù kembraek an tri romant:

Dont a reont, pe evit un darn, pe en o fezh, eus Llyfr Gwyn Rhydderch pe eus Llyfr Coch Hergest.

Chrétien de Troyes

kemmañ

Seblantout a reont bout doareoù eus kelc'hiad an Daol Grenn, a gaver o far en oberenn c'hallek Chrétien de Troyes, skrivagner eus dibenn an XIIvet kantved. Setu anvioù an oberennoù gant an oberennoù gallek a glot ganto:

  • Iarlles y Ffynnon hag Yvain ou le Chevalier au lion
  • Peredur fab Efrawg hag Perceval ou le Conte du Graal
  • Gereint ac Enid hag Érec et Énide.

Kaoz a zo bet etre arbennigourien da c'houzout pe e oa bet savet ar c'hontadennoù kembraek diwar oberenn ar romantour gallek, pe e teuont eus an hevelep stivell. War a seblant e teuont eus romantoù Chrétien, goude ma ne vije ket war-eeun, hag awenet e vije bet ar Gall gant mojennoù keltiek koshoc'h, anavet gantañ.


Levrlennadur

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ