Taro (departamant)
An Taro a oa un departamant gall eus mare Napoleon en Italia. Savet e voe e 1808, pa voe staget Dugelezh Parma, Piacenza ha Guastalla ouzh Bro-C'hall. Parma e oa ar pennlec'h anezhañ.
E 1812 voe rannet e 3 arondisamant:
- Parma
- Borgo San Donnino (adanvet Fidenza)
- Piacenza
Galleg e oa ar yezh ofisiel.
Distrujet e voe pa voe faezhet Napoléon Bonaparte e 1814. E Kendalc'h Vienna e voe adsavet an dugelezh ha roet da Marie Louise Aostria, eil pried Napoleone Buonaparte
Kazetenn
kemmañPa voe savet an departamant e voe kemmet anv ar gazetenn Gazzetta di Parma e Giornale del Taro eus 1811 betek 1814.
Tud
kemmañE-keit ma padas an departamant eo e voe ganet Giuseppe Verdi, etre an 9 hag an 10 a viz Here 1813, e kêriadenn Le Roncole, e-kichen Busseto.