Tasbih
Tasbih (arabeg تَسْبِيح, turkeg: tesbih) zo un doare dhikr, un adlavar c'hoazh hag adarre eus frazennoù a veul Doue, en islam.
Evit kontañ ar gwechoù ma adlavarer ar c'homzoù-se e c'haller implijout ur misbaha.
Ouzhpenn anvioù Allah e c'heller implijout an tasbih goude ar pedennoù o lâret Subhan Allah (arabeg سُبْحَانَ ٱللَّٰهِ, "dreist eo Allah") 33 gwech, Al-hamdulillah (arabeg ٱلْحَمْدُ لِلَّٰهِ, "meuleudi da Allah") 33 gwech ha Allahu Akbar (arabeg ٱللَّٰهُ أَكْبَرُ, "ar gwellañ eo Allah") 34 gwech.