Misbaha
Ur misbaha pe masbaha (arabeg : مِسْبَحَة misbaḥah), anvet ivez سُبْحَة subḥa pe تَسْبِيح tasbīḥ pe tespih hervez ar broioù pe rannvroioù muzulman, zo ur chapeled islamek implijet da lavarout an dhikr, ennañ 99 anv Allah.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/47/Tasbih1924.jpg/220px-Tasbih1924.jpg)
Bez' eo ur gordennig warni meur a voulennig implijet gant muzulmaned evit delc'her koun eus Allah. Graet e vezont gant koad, maen pe plastik. Dre ma vezont implijet evit derc'hel soñj eus 99 anv Allah e vezont kavet gant 33 pe 99 boulennig peurliesañ.
E Turkia, hag e broioù all ivez, e vez implijet an tespih evel ar c'homboloi e Gres evit c'hoari gant ar bizied hepmuiken.