Ur seurt c'hoariell eo ar c'homboloi (gresianeg: κομπολόι, diwar κόμβος "skoulm" ha λόγιο "dastumad" pe "kont") graet peurliesañ gant un tamm fiselenn pe c'hoazh a-wechoù ur chadennig warni meur a voullig a c'heller bountañ d'un tu d'egile hag implijet gant ar baotred e Gres

Komboloi

Daoust ha m'emañ heñvel o stumm ouzh ar c'homboskoini implijet gant ar menec'h ortodoksel, ar chapeled implije gant ar gatoliked, mala ar voudisted hag an hindouisted pe c'hoazh an tasbih implijet gant ar vuzulmaned, n'en deus ar c'homboloi ster reliejiel ebet ha ne dalvez nemet evit c'hoazri gant ar bizied.

Graet e vez ar c'homboloioù gant meur a danvez, meur alies a-walc'h e vezont graet gant ambar pe koad hag a-wechoù ivez metal. A-wechoù ivez e vez lakaet un tamm toupenn e penn ar c'homboloi evel an tasbih.

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ