Tellus
Tellus, pe Tellus Mater, pe Terra mater, zo un doueez roman, par d'an doueez Gaia e relijion Hellaz kozh. Mamm eo da Uranus ha Sadorn. Terra Mater ha Tellus Mater a dalv kement ha Mamm-Douar e latin; Mater, mamm, a zo un titl roet da doueezed arall.
Pedet e veze gant ar Romaned pa grene an douar.
A-bouez e oa al labour-douar e relijion ar Romaned, aes eo kompren neuze e veze kehelet an Douar. Aliesoc'h e kaver an anv Tellus eget hini Terra en enskrivadurioù. Ciceron a wele div garg disheñvel da bep hini eus an div zoueez, Keres ha Tellus: d'an eil frouezh an douar, d'eben an douar.
Kalz pobloù o deus azeulet un doueez mamm.
Ar C'hermaned war lez an Elbe hag an Oder a zeule an doueez Nerthus.
Gerioù deveret
kemmañDiwar an anv Tellus eo bet savet an anv-gwan tellurico a gaver e bar en holl yezhoù latin.
Gouelioù
kemmañGouelioù ar maezioù (Fordicidia)