Ur preder war darempredoù etre an dud diwar ar rev eo teorienn ar reizh. Dispartiañ a ra ar rev diouzh ar reizh ken e pouez hemañ war skeudennadur kevredigezhel ar reizhoù ha n'eo ket liammet strizh gant ar rev bevoniel. Setu perak e skrivas Simone de Beauvoir : "ne vezer ket ganet evel ur vaouez, dont a reer da vezañ evel-se" (An Eil reizh, 1949). Diorroet eo bet kalz teorienn ar reizh er Stadoù-Unanet diwar levezon strolladoù heñvelrevidi o deus gounezet un hewelded bras. E meur a skol-veur stadunanat ez eus bet krouet kevrennoù kelenn war ar studioù dre ar reizh. Komz a reer eus al luskad "queer" hag eus ar broad queer" evit envel hollad an emsaverien evit reiñ muioc'h a frankiz d'an heñvelrevidi.


Levrlennadur

kemmañ