Tet
Navet lizherenn meur a abjad semitek eo tet(h) (rod), en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek, hebraek (ט), siriek (ܛ) hag arabek (ﻁ). Renket e vez e 16vet plas hervez urzh al lizherenneg arabek a-vremañ.
Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma veze heñvel he stumm orin ouzh ah hierglifenn mat distaget tost d'ar ger semitek rod.
Distaget e veze (LFE) [tˁ] er penn-kentañ. En hebraeg a-vremañ e vez distaget [t] hag en arabeg unvan e vez distaget [$]:
Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek theta Θ ha kirillek kozh Ѳ.
Hervez ar sistem niverenniñ hebraek gematria e talvez al lizherenn-mañ da 9.
Unan us ar seizh kensonenn eo houmañ ma c'heller he skrivañ gant ur gurunennig anvet tagin.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |