The Beatles: Get Back

The Beatles: Get Back

Logo an teulfilm
Filmdata
Titl orin The Beatles: Get Back
Bro produiñ Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-UnanetBanniel Zeland-Nevez Zeland-NevezBanniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Deuet er-maez 25 - 27 a viz Du 2021
Yezh orin Saozneg
Padelezh (PAL-DVD) : 157 mn (lodenn 1) • 173 mn (lodenn 2) • 138 mn (lodenn 3) • 468 mn (hollek) munutenn
Skigner Disney +
Pare
Filmaozer Peter Jackson
Produer Paul McCartneyRingo StarrYoko OnoOlivia Harrison • Peter Jackson • Clare Olssen • Jonathan Clyde
Embregerezhioù produiñ Apple CorpsWingNut Films
Sonerezh The Beatles
Frammer Jabez Olssen
Aktourien

Paul McCartneyRingo StarrJohn LennonGeorge Harrison

The Beatles: Get Back zo un teulfilm e teir lodenn sevenet ha produet gant Peter Jackson. Kontañ a ra penaos e oa bet savet an albom Let It Be e penn-kentañ 1969, pa oa anvet ar raktres Get Back c'hoazh. Tennañ a ra e skeudennoù hag ar son, diembann ar braz anezho, eus an teulfilm sevenet gant Michael Lindsay-Hogg anvet Let It Be embannet e 1970 asambles gant an albom. Implijet ez eus bet teknikoù adkempenn ar skeudennoù hag ar son a oa bet implijet evit teulfilm Jackson They Shall Not Grow Old. Hogozik nav eurvezh e pad an teulfilm, gant teir lodenn etre div ha teir eurvezh, o kontañ 21 devezh e miz Genver 1969. Kenbroduet eo an teulfilm gant Paul McCartney, Ringo Starr, Yoko Ono hag Olivia Harrison ha kinniget gant Walt Disney Studios asambles gant Apple Corps ha WingNut Films.

Taolennet eo gant Jackson evel un "teulfilm diwar-benn un teulfilm" hag hervez ar pezh a zo bet lavaret e cheñch ar mod da welet ur mare a greded e oa merket gant reuz etre izili ar strollad The Beatles : diskouez a ra meur a brantad plijus rannet gant ar strollad a-hed ar miz-se. Embannet e oa bet enlinenn war Disney + adalek ar 25 a viz Genver 2021, tra ma oa embannet ul lodenn anezhañ anvet The Beatles: Get Back - The Rooftop Concert e stumm IMAX er Stadoù-Unanet d'ar 30 a viz Gwengolo 2022. Meulet e oa bet an teulfilm evit e sell war istor ar Beatles met burutellet e oa bet evit e hirder.