The Dungeon of Black Company
The Dungeon of Black Company "Milendall ar Gompagnunezh Du" (anv orin japanek : 迷宮ブラックカンパニー, Meikyū Burakku Kanpanī) zo un heuliad manga gant Yōhei Yasumura.
Titl | 迷宮ブラックカンパニー |
---|---|
Labour da-heul | The Dungeon of Black Company |
Tachenn | fantasy anime and manga, isekai |
Aozer | Yōhei Yasumura |
Ti-embann | Blade Comics |
Bro orin | Japan |
Yezh an oberenn pe an anv | japaneg |
Deiziad kregiñ | 5 Kzu 2016 |
Skeudennaouer | Yōhei Yasumura |
Bet embannet e | Mag Garden Comic Online |
Arvesterien pal | Shōnen |
Embannet eo bet da gentañ war lec'hienn internet Mag Garden abaoe miz Kerzu 2016 ha goude-se e stumm un tankōbon, ul levr e-maez dastumad.
Ur stirad skinwel tresadennoù-bev zo bet sevenet gant Silver Link ha skignet etre miz Gouhere ha miz Gwengolo 2021.
Istor
kemmañKinji Ninomiya zo un NEET (Not in Education, Employment, or Training "Nag o studiañ, nag o labourat, nag o vezañ stummet) hag a oa deuet a-benn da rastellañ arc'hant a-walc'h evit chom hep labourat ha bevañ hep labourat. Un deiz eo sunet en ur bed all, unan fantasy ma vez rediet da labourat evel ur sklav evit un embregerezh mengleuziañ skrinkoù en ur milendall. Kapitalouriezh en e washañ stad eo ar pezh a vev al labourerien met eñ, lemm e spered, a glask emsevel dre nep doare evitañ e-unan, betek kaout un deiz ar soñj da sevel un embregerezh dezhañ e-unan anvet Black Dungeon Company.
Selloù an aozour
kemmañAn aozour en deus ur sell farsus ha kriz war bed ekonomikel Japan hag ar gapitalouriezh deuet da vezañ evel ur relijion evit al labourerien. Ken sanket eo al labourerien en dleoù d'an embregerezh ma n'eo ket labourat evit bevañ a reont, bevañ evit labourat eo a reont.