Japaneg
Ar yezh japanek pouezusañ eo ar japaneg (japaneg 日本語, Nihongo), komzet evel yezh kentañ gant 128 milion a dud e Japan, Hawaii, Brazil, Guam, Palau ha Taiwan. An 9vet yezh vuiañ-komzet er bed a-bezh eo.
- Ar re vouzar a ra gant yezh ar sinoù japanek.
Japaneg (日本語 Nihongo) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Japan Stadoù Unanet (Hawaii) Brazil Guam Palau |
Komzet gant : | 128 000 000 |
Renkadur : | 9 |
Familh-yezh : | Yezhoù japanek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Japan (de facto) Angaur (Palau) |
Akademiezh : | Hini ebet |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | ja |
ISO 639-2 | jpn |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | JPN |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Skriturioù
kemmañDaou zeskad lizherennoù diforc'h a vez implijetan eil gant egile.
- Kanji (ger-ha-ger: "arouezennoù an dierniezh Han"), ur skritur kealluniel a-orin eus Sina.
- Kana, ur reizhiad silabennek deveret eus ar skritur kanji. Daou strollad zo e kana : hiragana ha katakana.
- Savet eo bet hiragana dre eeunaat kanji, daoust m'eo ar katakana ur lodenn tennet eus kanji. Skrivet vez ar c'homzoù japanek rik en hiragana (graet e vez yamatokoba "komz ar yamato" eus ar c'homzoù-mañ.
- Implijet e vez ar reizhiad katakana evit skrivañ ar c'homzoù estren ; graet vez gairaigo "komzoù deuet eus an diavaez" eus ar c'homzoù estren. Evit trouzadelloù e vez implijet ivez, evit ar c'homzoù a venner pouezañ warno, hag a-wechoù evit anvioù loened ha plantennoù, ha kement zo.
Treuzskrivet e vez ar japaneg gant lizherennoù latin ivez (rōmaji). An hini implijetañ e diavaez ar vro eo ar reizhiad ijinet gant ar misioner stadunanat James Curtis Hepburn (1815-1911 e 1867 ; kemmet eo bet gant Japaniz, a ra Hébon-shikianezhañ. Neowazh, lod Japaniz a implij ar reizhiad Kunrei (Kunrei-shiki), bet lakaet e pleustr gant Ministrerezh japanat an Deskadurezh dre un aridennad lezennoù adalek 1937 betek 1954 ; disheñvel un tamm eo diouzh ar reizhiad Hepburn. Gant ar reizhiad Hepburn e ra lod Japaniz hag a heuilh kentelioù er skolioù-meur.
Komzerien
kemmañImplijet e vez ar japaneg gant 128 milion a dud en holl. An holl Japaniz e Japan a gomz japaneg. Un nebeud japanegerien zo c'hoazh e Taiwan ha Korea ar Su, a zo bet trevadennet gant Japan.
Kelennet e vez ar japaneg evel yezh estren en darn vrasañ eus broioù Azia ar Reter hag en Okeania. Ez-wir ez eo ar japaneg ur lodenn eus an daouzek yezh komzet gant ouzhpenn 100 milion a dud er bed.
Yezhadur, kevreadur hag implij
kemmañDisheñvel-krenn diouzh hini forzh pe yezh all eo yezhadur ar japaneg, evel hini an turkeg pe hini an euskareg. Ken displann eo e orin ma vez renket ar japaneg e strollad ar yezhoù japanek ken eeun ha tra, a-gevret gant ar yezhoù a vez komzet en enezeg.
E dibenn ur frazenn e vez he c'halonenn peurliesañ, evel en alamaneg ; ur verb e vez ar galonenn-se, a zistager goude bezañ distilhet an holl elfennoù all : rener ar verb, renadenn, resisañ an amzer hag al lec'h ; nemedennou zo dre gomz koulskoude. Un anv pe un anv-gwan a c'hall bezañ e kalon ar frazenn a-wechoù. N'eus na reizh na niver d'an anvioù-kadarn e japaneg, ha ne vez ket displeget ar verboù hervez ar gour ; ar rannigoù digemm a ro da anaout karg ar gomz er frazenn.
Ouzhpenn vez diferet ar japaneg gant e reizhiad e-keñver an enorioù, diwar skouer yezhoù all en Azia : diouzh dere an den a gomzer dezhañ eo live ar yezh, implijet e vez da neuze verboù all pe stummoù yezhadurel all. Da skouer, pa lavarer resevet em eus ur prof
e vez disheñvel ar verb hervez m'eo bet resevet ar prof digant ur mignon pe ur c'helenner.
Ouzhpenn da se ez eneber an "uvelded" (pa gomz an den anezhañ e-unan pe en anv ur strollad m'eo ezel) ouzh an "doujañs" ouzh an den ma komzerdezhañ pe dezhi. Alese e teu daou zoare da gomz : ne gomzer ket da dud ar familh evel ma reer d'an dud all, ha disheñvel e komzer ket d'un tad, d'ur vamm, d'ur breur, d'ur c'hoar, hag all.
Bez' ez eus tri live a enorioù : ar stumm eeun (kenjōgo, "yezh an uvelded"), ar stumm seven eeun pe (teineigo, "yezh ar gourtezi") hag ar stumm seven uhel (sonkeigo , "yezh ar bri"), gant argemmoù kreñvder e pep live.
Rannyezhoù
kemmañEvel evit an darn vrasañ eus ar yezhoù er bed ez eus kalz rannyezhoù e japaneg. Diforc'hioù gerioù zo, diforc'hioù pouez-mouezh ivez. Ben eo ar ger japanek evit "rannyezh", hag evit menegiñ anv ur rannyezh e vez ouzhpennet ben e dibenn anv ar gêr pe ar c'hornad-bro ma vez komzet.
|
|
|
|
|
|