The Wild Rover
The Wild Rover ("Ar C'hantreer Gouez", pe "Ar Reder-Bro Diroll") zo ur ganaouenn saoznek eus ar XVIIvet kantved.
Brudet eo e Bro-Skos hag en Iwerzhon, koulz hag e Bro-Saoz, ha kanet e vez ivez gant harperien ar skipailh mell-droad Celtic Football Club eus Glasgow.
E 2015 e skrive Brian Peters er "Folk Music Journal" (vol 10 No 5) e oa bet savet ar ganaouenn er XVIIvet kantved gant Thomas Lanfiere. Da-heul e c'hoarvezas kemmoù a bep seurt hervez ar broioù, rak doareoù disheñvel zo bet kavet e SUA, Kanada, Bro-Saoz, Skos hag Iwerzhon. Hag ivez en Aostralia.
Kaoz zo er c'han eus ur paotr yaouank o tistreiñ da di e dud goude bet en estrenvro e-pad bloavezhioù. Mont a ra en un davarn met ar berc'hennez a nac'h servij ur banne dezhañ war zle, ma rank diskouez e aour en deus gounezet. Neuze e lavar eo echu dezhañ riboulat ha mennet eo da chom fur er gêr.
Skrid
kemmañAr skrid a gaver er Wikisource saoznek.. Alies ne vez ket kanet en e hed.
Kanerien
kemmañEnrollet eo bet gant un toullad mat a ganerien, en o zouez :
- Clancy Brothers
- The Corries
- Allison Crowe
- The Dubliners
- The Pogues
- André Rieu
- The Seekers
- Soldat Louis
- The Wolfe Tones
Un doare reggae zo bet kanet ivez gant New Celeste.
Brezhoneg
kemmañUn doare brezhonek a vo kinniget e Kan ar Bobl e miz Ebrel 2023.(Daveoù a vank)