Thermidor zo ur pezh-c'hoari gallek bet skrivet e 1890 gant Victorien Sardou (1831-1908 diwar-benn amzer ar spont dindan Maximilien Robespierre ha c'hoariet e 1891. Dont a ra anv ar pezh eus unnekvet miz an deiziadur republikan gall.

Kentañ ma voe c'hoariet a oa d'ar 24 a viz Genver 1891 gant ar strollad Théâtre-Français, anvet Comédie-Française ivez. An oberour e-unan en devoa treset an dilhadoù, ha graet e oant bet gant ar gemenerien Eugène Carpezat, Philippe Chaperon a-douez re all. Pa voe adc'hoariet, d'ar 26, e voe trouz ha reuz er sal gant ar Republikaned deredet da arvestiñ ouzh dichekadenn Sardou ouzh Robespierre. Trouz ha gourdrouz a voe, ken e teuas ar boliserien da gas an engroez kuit. E penn an eneberien e oa ar c'hazetenner sokialour Prosper-Olivier Lissagaray hag ar c'hannad Eugène Baudin. Ar gouarnamant gall, dindan Sadi Carnot, a zifennas groñs na vije skoazellet gant arc'hant a-berzh ar Stad.

Trouz a voe graet gant kannaded ha tud brudet eus an tu kleiz, evel Georges Clemenceau, a wele Robespierre evel haroz meur an Dispac'h gall : La Révolution c'est un bloc, emezañ, ha ne oa netra fall da gavout en Dispac'h Gall.

Ne voe ket adc'hoariet Thermidor a-raok an dri a viz Meurzh 1896, en Théâtre de la Porte Saint-Martin e Pariz, hag adarre gant Benoît-Constant Coquelin.

Anvet eo bet e rekipe legestr Thermidor gant ar c'heginer Auguste Escoffier diwar anv ar pezh-c'hoari ; ul legestr kreienet gant ul lipig Thermidor aozet gant lipig bechamel, keuz rasklet, sezv, gwin gwenn, frondennoù ha kognag).

Liammoù diavaez

kemmañ